Anjela Duval  
Mintin

Mintin

 

Ar stered a steuz hini da hini

        Kanań ra ar c’higi

N’eo ’met tarzh-deiz. Ur skleur war ar run

An traoł o ’n em zieub’ eus an deńvalded

        Hag an hun

 

Setu an eur ma tegemer an douar

        Eürus ha diskuizh

Prof kevrinel ar glizh

Ha ma trid o santout o tostaat

        Bannoł an heol

 

Ar Bed a zo gwerc’h ha nevez

        An aezhenn a c’hwezh eus ar runioł

N’he deus flouret c’hoazh

        Nemet krouadurioł doueel

An delioł, an dour, ar geot hag ar bleuńv

 

Mab-den a zo c’hoazh en e hun

        Ar vuhez a zo fresk ha mat

N’ez eus graet c’hoazh en deiz-mań

        Netra zrouk. Ha den

N’en deus gouzańvet hiziv ar boan bemdeziek.

 

Eus lein an tourioł : Gedourien o pediń

A wel a-raok mab-den

        O tont ar sklźrijenn

Er pellder ańjeluzoł a dińs. Ha tro-ha-tro

A vinnig ar mintin, a laouena an douar.

 

30 a viz Here 1965,

diwar Louis Mercier.

 

"""He selloł voulouz du - o tont deus kened he yaouankiz - a dremene a-rez stern he lunedoł (…)"""
 
Degemer |  Troidigezhioł |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioł