An Oaled paour
— En santout a ran ! Hep ar spered a baourentez, hor buhez ne vije ket bet
anezhi,
hor bezoud priedel a
vije marv. Ar spered a
baourentez zo evel al laezh a roi d’az
mibien.
— A betra e vevjemp-ni, va fried-me, ma ne vijemp
ket paour ?
— Penaos e vagjemp-ni hor C’harantez ma n’hor bije
ket, evit biken, en hor C’halon, ar
baourentez peurfonn-se ?
— Hep ar spered a baourentez, o maouez, nag e
vijemp bet paour e gwirionez !
— Du-mań na c’houzańvi ket a lubanerezh, na
c’houzańvi ket gwastadur ar
soubladurioů.
— Va-unan ’vezin ouzh da azeuliń. Ha da azeuliń a
rin e sioulded va buhez-pad.
— Du-mań an holl draoů ’vezo plijus, pep pezh
arrebeuri, pep tamm moger, pep
maread amzer, pep sell ha pep sońj dre ma tougint
holl ar sakradurezh. Pep tra ’vezo
gwerc’h, pep tra paour.
— Deus ma veizez priz divent ar baourentez. Deus
m’En deus graet Doue ac’hanout
gouest da veizout al levenez.
— Kenunvaniadur hor buhezioů hag hon Oaled.
Kenunvaniadur hon oaled hag an dud.
Kenunvaniadur an dud ha Doue hag ar Grouadelezh.
Deus maouez, krouadurez ha
krouerez.
— Paouez da vezań te
da-unan evit bezout. Hag e trec’hi rak neuze e vezi muioc’h
egedout da-unan. Bez’ e vi te-ha-me.
— Te ! Karout
a rez bezań va fried ? Karout a rez dont ganin da grouiń dimp ur Boud
hag a vezo te-ha-me ? Asantiń ’rez dont da gemer ur
vuhez nevez a vezo da hini ha va
hini ?
— Deus, ma n’ac’h eus ket doan rak karout. Deus, ma
out laouen o vervel evit ma savo
ur wezenn diwar da zismantr.
— Paouez da vevań,
paouez da ’n em vagań, paouez da darlammat. Leugn da skevent
a roidigezh evel
dialanadurioů ur marv mennet. Ha deus… ur mousc’hoarzh war da
ziweuz.
— Deus da zegemer pok
da vezoud nevez. Deus da gavout a-nevez em daoulagad da
bersonelezh. Deus da
zegemer eus va daouarn, da galon o talmiń, da bersonelezh
peurbadel.
— Ret eo ma vevfe an
eil evit egile ’n ur en em reiń ar haelded leun, hag ar fiziańs
didermen.
— Deus, dreist-holl mar
karez ar baourentez. Ma asantez degemer un Oaled dibourc’h,
gwisket gant gwrez
ha levenez.
[Here 1965]
Diwar Ramon Soley
Ceto.