Paotred va bro
I
Paotred va bro
Gwez va douar
Evidoc’h ’m eus kuitaet
Karantezioù war an
traezh
Rouantelezhioù
E kreiz ar Goadeg
werc’h
Hag ho adkavan
En amzerioù nevez
E-lec’h n’emaoc’h ket
en ho aez
Zoken pa skorn er-maez
Peadra da faoutiñ ’r Sent
Kavout a ran Hentoù
E-lec’h m’edo kleuzioù
Aerborzhioù er
peurvanoù
Pontoù a liamm ho
labouradegoù
Med ho talc’hont
muioc’h-mui en digenvez
Bez’ edoc’h eta tud a netra
Pellaet hoc’h eus ho
Peredoù
Pa virit e toull ho
tor
Kelanoù ho kirri war
gomm gwevn
Hag ho mammoù
yaouank
Hañval int eus tud varv
Paotred va douar
Mein va Bro
Petra ’c’hortozen diganeoc’h
Marteze un tammig mezh
D’an nebeutañ ur gounnar ruz !
II
Tudoù va zantad
Ni ’oa tud dieub
’N hor bourc’hoù, ’n hor sezonioù
Perak ne welit ket hirio
N’eo ket an Hentoù
Treuzelloù trema ar
Frankiz
Nemet hentoù-tro
En-dro d’ar Pobloù
Hag an trenioù hag ar
vordreizerien
Kirri-portez evit karc’harioù
Kaouedoù na guitaer ket
en hent
Tudoù va farrouz
Ni ’oa tud deol
’N hon zachennoù, ’n
hon ostalerioù
Zoken ’n hor gwashañ
mezventez
Pe en emgannoù etrezomp
Perak ne welit-hu ket hirio
Ar c’hirri-nij na dostaont ac’hanomp
Nag ouzh Doue nag
ouzh an dud
Med bez’ int-i laboused
reut ha skornet
Ha ni o tont da
vezañ pep hini d’e dro
O benvegi.
Tudoù va gwrizioù
Ha bez’ eo ganeoc’h
betek ar poent-se
Kollet ho skiant vat ?
Ma ne verzit-hu mui
E-lec’h ma c’hourdrouz
ar vezh
Eo ivez lemmoc’h ar
valc’hder.
III
Pelec’h ’eont-i da
vervel, al laboused ?
Ne gejan morse gant ul labous marv
Er girzhier pe en douar
El lagadoù pe er
brennidoù
Bez’ e ouzer pelec’h
’eont da vervel
Ar gwez, ar mor hag an
deiz
Ha sebeliet ’vez ar
geneiled
Ivez er galon
Med al laboused ?
M’eo gwir e varv al
laboused
Livirit din pelec’h
’echu o doan
Ha bez’ int delioù marv
an oabl
Na gouezhont ket med a
dro en aezhenn ?
IV
Ket a vleuñv
War va bez
Ket a aelig kuilh
Ket a grusifi e
perlez Epinal
Nag a gurunenn e
feilhañs roz
Ket a boltred e
soudard
Ket a levr digor
Nag a c’hrouan gwenn
Ket a leton kennebeut
Eus tu va fenn
Ispilhit ur
voest-lizhiri
Ma ne skrivot ket din
Laboused ’deuy enni da neizhañ.
V
Ar c’hiezed du-mañ
A varv e-kreiz an hañv
’Vel p’o lazhfe ar
sklerijenn
A-gevred gant ar raden
Trumm e seblant pep tra
Re c’halloudus
Re diabell evito
Antronoz an dour er
skudell
Va c’hiezed a varv
P’emañ ’n hañv ’n e
greñvañ
Ha ne sellan netra
Met sellout outo o
sankañ
Tamm ha tamm enno
o-unan.
Sellout ’ran outo
O treiñ en ur maen gwak
Ha va gwreg
En hanter-follez
Pounner eo va fenn
Gant pouez va daeroù
Hag ur berad gwad
A ruilh eus korn va lagad
Pa gouezh eus va jod
Mui ken met al leurenn d’henn dastum
Diwar Gérard Le Gouic.