Anjela Duval  
Ene ar roz

Ene ar roz

 

Bez’ o deus un ene ar roz.

Maouezed int-i ar roz.

’Velte o deus an holl garmoù

Kened, tenerded ha daeroù

Na zideilit morse rozenn

Rak e kevrin pep rozenn

Ene ur vaouez zo enklozet

Ha hi eo a c’houzañv

Pa vez gloazet ar rozenn

 

Loened ar feurm.
 
Degemer |  Troidigezhioù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù