D’un dańserez du
N’az poa ket c’hoazh c’hwezek vloaz
Te hag a deue, emezout,
eus an Dakanil
Hag he ’veze
gwalc’het a anizetez ha wisky
Gant ar re wenn fallakr
E-barzh an ti-koroll
mogedet-se
E Kasablanka.
Da boan ha da hiraezh
’Oa anavezet
Gant an holl
oriaded,
Gant ar voraerien
aze oc’h ambregań
Gant ar soudarded e
końje
Gant an ergezherien
vak
O deus brevet dit da
vrennid du
Gant o enoe ec’hon a
veajourien.
An Tadoů visionerien
Hag ar bobl landore
O deus klasket
gwechoů da frealziń
Met te oar, te da-unan
Merc’h vihan an Dakanil
Kollet e ti-koroll
mogedet
Kasablanka
Penaos da galon
Addigoro d’an Eurded
Er beureoů nevez
A soubo da zezerzh
genidik
Pa retorni da zańsal,
Evit da Harozed marv
Evit da Harozed bev,
Evit da Harozed da
c’henel.
Diwar Camille Roussan.