Tantadoù
Keuz am bo deoc’h, tantadoù kaer va bugaleaj :
kefioù derv, bezv, kistin kozh a uze
ho koad e gwrez
frondus, e sklêrijenn.
Bez’ zo ifernioù ma vez
enaouet tantadoù meur, gant ar re daonet e-giz skilhoù, gant
o c’halonoù e-giz
glaou, o izili e-giz keuneud, o c’hofoù hag o ludu…
Sent ar baradoz a ra
en-dro dezho ur c’helc’h. Tommañ ’reont o daouarn pe o zreid
ouzh an tantad, ha
lod a ra ul lamm-juntr dreist ar flamm.
Keuz am bo deoc’h,
oaledoù va yaouankiz, tantadoù kaer a goad : heolioù, tommder ar
gwele, keuz am bo
d’ar sklêrijenn.
Bez’ zo Paradozioù
ma vez graet tantadoù meur gant ar sent peurc’hlan, ar gwerc’hizi,
ar verzherien, ar
bec’herien pardonet, ar re devot, kalonoù entanet, druzoni ludu.
Tro-dro re daonet an
ifern a ra ur c’helc’h, treiñ a reont ouzh ar flamm o daouarn hag o
zreid, ha krediñ ’raed
’vefent o klask en em dommañ.
A-dra-sur keuz am bo
deoc’h, tantadoù an douar kozh ha na zevit nemet koad sec’h,
ne vern pelec’h ez in.
Keuz am bo deoc’h, tommder an tan, sklêrijenn douarel.
Diwar Marcela Delpastre.