Anjela Duval  
Ma kouezhan em zremenvan…

Ma kouezhan em zremenvan…

 

« Mon pays, c’est ma pričre »

(Va bro eo va fedenn)

Charles le Quintrec

Ma kouezhan em zremenvan

 

grit teir gwech sin ar groaz war va zal

gant olev sakr ar beorien

aotreit bara war an hent

d’am ene diwad.

 

Ma n’am bez mui anaoudegezh

 

pedit daouarn al lili

da serriń va daoulagad

grit engraviń va anv

war ar maen hag ar blantenn.

 

Ha ma varvan diwar va bro

 

ra vo hiziv an deiz

gant ur c’haer a daol-gwad

ma klevin e daou gorn va zal

’vit an diwezhań gwech

kalon talmus ar stivelloů.

 

Diwar Jili Baudry.

 

Anjela war gein he c'hazeg !
 
Degemer |  Troidigezhioů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů