Me a gan hiziv
Me a gan hiziv Dispi
ur Bobl
Na oar mui piv eo
Pelec’h ez a
Ha bevañ ’ray ?
Ur Bobl kollet ganti
He Fersonelezh.
Bountet war-zu ar
menez.
Hor c’hêriadennoù zo
hon c’hlozioù
D’ar Sul c’hwi a zeu
Da estlammiñ dirazomp !
Me a gan hiziv dienez
ur Bobl
O treiñ da « Folklor »…
Me ’gan hiziv dienez
Ar peizant o tilezel
An douar a gar
En deus en maget
Hag e lez hiziv
marnaoniet !
Ho sevenadur a zeu
d’hor « seveniñ »
D’hon lonkañ
D’hon distrujañ !
Me ’gan hiziv Estrenvan
Peizanted va Bro…
Me ’gan hiziv va dispriz
Evit ar re a drubard va douar :
Korvoerien, trevadennourien, kolabo-ed
A werzh bemdez
Hon Dellezegezh !
Bourc’hizien, burevkrated,
Loaverien-livastred
Politikerien, fals-vignoned
Pobl Devalenn-Aosta !
Me ’gan
hiziv kounnar
Ur Bobl
trevadennet !
Me ’gan
hiziv an Dispi
Ni a
gano warc’hoazh ar Frankiz !
Diwar Marguerite Bétemps.