Anjela Duval  
Frankiz

Frankiz

 

Gallout ’rafen mont ’lec’h all. Digor eo an Hentoù, an Oabl ma tremen ar gwazi gouez,

hag ar Morioù en Tu-Hont gant o c’heinoù skant.

 

Gallout ’rafen bevañ ’n un doare all. Tra ma sav d’am malvennoù ar sev a vuhez ha ma

talc’h ar sapr em brennid, tra ma chom ivinoù war va daouarn.

 

Met te Bro gaer ar gwez, ar skeudoù glas, ’n em strew’ a rez en-dro din

Sellout a rez ouzhin ; ha ken heñvel emaon ouzhit ma seblantez din bout va c’horf

din-me.

 

Ha daoust ha me n’on ket an hini nemetañ a anvez en da galon : va mab ! ?

Hag a anzavez ?

 

Sellout ’ran ouzhit ha war va divrec’h e ’n em gloz chadennoù ponner ar Frankiz.

 

18 a viz Mezheven 1976,

diwar Marcelle Delpastre.

 

"""Ya, ober 'ran gwerzennoù. Met ne blij tamm ket din bezañ anvet barzh!"""
 
Degemer |  Troidigezhioù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù