Gwinienn an Aotrou
Niverus ar re zo aet da
winienn Doue
Hep termal na bout ret
o fediń
Pouezatet o deus ar
blokad. Azezet int.
Debret o deus ar
vouedenn hag ar splus.
Lakaet o deus o dorn
war ar skourroł
Torret ar brińsoł ha
sunet ar rezin
Savet int hag int mezv,
evit ruilhal er skoasell
Trochet o deus an
troad-gwini a stouve an hent
Astennet o deus
choazh o daouarn
Naon o doa bepred,
ha peg oa o muzelloł gant ar seched war ur vabouzenn chwerv.
Hag ar seched a
dache dezho ivez o chorzailhenn gant drein lemm.
Ya, niverus oa ar re zo
deut da winienn an Aotrou.
Met piv en deus plantet
an troad ?
Piv en deus gedet ar
brońs ?
Ha pehini en deus
beilhet war ar charenn vresk ?
Bevet ar wrizienn ha
harpet ar vleuńvenn ?
Pe te gousk. Pe te
veilh ar gwiniennour a ra war-dro dar momed a zo ezhomm.
Eń eo a imboud, hag a
ven dar sezon wellań.
Neuze an Neńv a
abeur hag an Heol a darev.
Dont a ray de winienn un abardaez kaer a Wengolo.
Klask a ray ar vendemerien a zo kousket en doufez
evel saout mezv.
Klask a ray ar blokad glas dindan revenn wenn ar
goell.
Gwelout a ray an
dismantr, ar skod-gwini drailhet.
Klevout a ray
ronkell ha breugeuz ar re vezv, ha klemm o muńsunoł skalfet.
Ha kavout a ray ur
chreunenn da gas de chenoł ?
13 a viz Mae 1976,
diwar Marcelle Delpastre.