Anjela Duval  
Digorit ho Krez

Digorit ho Krez

 

Digorit ho krez,

Ho tivskoaz kaouedheñvel

Digorit ho prennid

’Vel ma tigored ur gorfenn

Tiretenn ur gomodenn

Digorit ho tivrec’h

’Vel ma tigored ur prenestr

 

Ha ma nijo kuit

Richodell ho kalon

Bez’ eo ’n e stumm

Ul labous divroer

Da gentañ nevez-hañv

E teuy en-dro.

 

1975,

diwar Gérard Le Gouic.

 

O tougen ur bec'h lann (1968).
 
Degemer |  Troidigezhioù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù