Ar Preñv hag ar Valafenn
En noz-mañ ’m eus
klevet em levraoueg
Ur preñv-paper o komz
d’ur valafenn-noz :
En em silet on etre pajennoù Avicenna
Gwelet kalz eus
dornskrid Farabi
Met n’em eus ket meizet
c’hoazh prederouriezh ar Vuhez.
Chom ’ran bepred er
memes teñvalded
N’em eus ket kavet ar
sklêrijenn.
— Ar valafenn hanter
losket gant ar flamm a respontas :
— An teñzor prizius-se
n’e gavi e levr ebet.
Ar birvilh eo a ra
bevoc’h ar Vuhez
Ar birvilh hepken eo
a ra dezhi divaskell.
22 a viz Here 1974,
diwar Iqbal,
Pakistan.