Ar vaouez kenedus
He gened ’oa par da hini an Doueez To’nga
He dargreiz ’oa moan evel kef un abrikezenn ha
gwenn evel an Erc’h.
He dremm en doa stumm
kenedus al Loar.
He muzelloù damzigor frondus
’vel deil ur vleuñvenn d’ar mintin.
He c’homzoù rouez ’vel
ar jad hag ar mein prizius
Koll ’oa kened ar
c’houmoul gant hini he blevad du hir.
Koll ’oa kannder an
Erc’h gant he c’hroc’hen
He selloù a wagenne
evel tonnoù an dibenn-hañv
Hec’h abrantoù ’oa
hañval ouzh livusted ar c’hoadoù en Ebrel.
Ar bleuñv o doa gwarizi
dre ma ’n em ’gavent displann en he c’hichen
An haleg ’oa trist
dirak he freskter dispar
He gened ’oa dispar ha
netra na dalveze hec’h ampartiz
Bevañ ’rae a-dreñv
ridozioù ha teltoù brodet he zi
Ne rae van ebet ouzh
froñj ar balafenned hag ar gwenan o c’hournijal dibaouez en-dro
dezhi.
Viet-Nam