Anjela Duval  
Sonedenn

Sonedenn

 

Tasmant arc’hant e frezilhonoů o skrijań

Aezhenn an noz ’n ur huanadiń

Addigor va gouli kozh gant he dorn louet

Hag a bella. Chom a ran o tielc’hat.

Gloaz a Garantez ma strink outań ar Vuhez

Puńs peurbadel a sklęrijenn hag a wad

Minic’hi, ma kav an alc’houeder mut ha trist

E neizh. E goadoů hag e dourmant.

A. Pebezh tousmac’h em penn !

’N em astenn ’rin ’kichen ar vleuńvenn nay

Ma neuio enni da Gened hep Ene

Hag eno tra ma lammi en dour bev

Va gwad ’n em skuilho dre vroenneg

Leizh ha frondus ar c’hlann.

 

21 a viz Mae 1971,

diwar Federico García-Lorca.

 

Start eo ar foenn da sachań !
 
Degemer |  Troidigezhioů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů