Anjela Duval  
Santez Mari

Santez Mari

 

Santez Mari Mamm Doue,

Mirit din ur galon bugel,

Glan ha boull evel ur stivell,

Ur galon eeun ha reizh

Na dańvao morse an dristidigezh.

Ur galon emroüs,

Tener ha trugarezus,

Ur galon feal ha brokus

N’ankouazho ket ar mad,

Ha na zalc’ho ket a zroukrańs.

Graet din ur galon izel hag habask,

Karantezus hep bezań e gortoz a retorn.

Laouen da lezel ’n ur galon garet

Al lec’h kentań gant ho Mab.

Ur galon uhel ha didrec’hus,

N’hello dianaoudegezh ebet he serriń.

N’hello diseblanted ebet he diviań.

Ur galon breet gant Klod ar C’hrist,

Gloazet gant E garantez,

Ha na bareo he gouli

Nemet en Neńv.

 

[1963 ?]

 

Gant he maeronez (a oa 91 bloaz d'ar c'houlz-se).
 
Degemer |  Troidigezhioů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů