Da glask a ran e kreiz da Vedoù
En ec’honder. E-mesk an
ASTROÙ
Tan ma ’c’h eus jedet o
c’herzhed
Ha gouarnet o c’hoari neñvel,
Da glask a ran e
dañs-tro ar stered.
Ken uhel, ken pell ma
ne c’hell ket va spered gwelout da skeudenn en Diventelezh.
Garm a Anken !
Daoust hag o gwelout a rez, eus splannderioù da Ouel nozel
Ar re-se a vale war
an Hentoù o klask ac’hanout ?
Hag o c’hlevout a rez ar re a venn gouzout
Hag a glask
ac’hanout, Aotrou, e-barzh kened an noz ?
Diwar Marguerite
Henry-Rosier.