Gwerz ar Fontenell
I
— Mamm ! me ’glev ar c’hleier o son
’Vit hor buhez peseurt dańjer ?
— Ar Fontenell e
Lannuon
Ar Fontenell a lazh,
a laer.
II
— Mamm ! Klevout
’ran dasson ur glaz
Peseurt glac’har zo
c’hoarvezet ?
— Ar Fontenell e
Pont-e-kroaz
Ar gwad a red a-hed
ar straed.
III
— Mamm ! A bep tu an dud a ouel
En Iliz e peder. Siwazh
!
— ’Mań e Penmarc’h ar
Fontenell
Ar Fontenell a laer,
a lazh…
IV
— Mamm ! me ’wel du-hont flammoů bras
Garmoů a spont a rog
an aer
— Ar Fontenell zo e
Daoulas
Ar Fontenell a lazh,
a laer
V
— Gant Fontenell a oa
karet
Mezarnon ar goantenn
dener
— Karantez aner ma
n’hell ket
Dońvaat ur galon griz
ha taer…
Eil lodenn
VI
— Mamm ! kan zo en Enez
Trestan
Eus laerońsi n’eus ket
a gel
— Du-hont ivez ’meur o
kanań
E prizonioů ar
Fontenell.
VII
— Mamm ! pegen sklaer
eo Koadlezań
Petra ’glask Fontenell
du-hont
— Fontenell ’n ’eus
kavet ’michańs
Repu ’ti Vari Mezarnon
VIII
— Mamm ! me ’wel o tont
soudarded
Da liammań ar Fontenell.
Dambrest e bev ’vo
diframmet
An torfetour bras
Fontenell…
IX
— Mamm ! Sed o ouelań
ar goantenn
Mari Mezarnon d’he
fried
Penn Fontenell war he
barlenn
’N ur Relegouer
alaouret…
X
— Aet da anaon ar
Fontenell
Mari Mezarnon intańvez
— Klev o son kleier
Breizh-Izel
Ar Peoc’h dre-holl !
O Levenez !
2 a viz Meurzh 1971,
diwar Jean Bluteau.