Izabel
I
Eus Plozeved da Gemper
Nag an hent a zo koant
A bep tu din zo gwez
kaer
Lintrus evel arc’hant
Diamantoù ar selin
O c’hoarzhin en heol
vintin
Eus Plozeved da Gemper
A ! Nag un hent pegen
koant !
Da Gemper ! Da Gemper !
War va jô e lagad pers.
II
Eus Plozeved da Gemper
Va marc’hig am dougen
Va jô gwenn ’gemer liv
gwer
’Tremen ’skeud un
derwenn
War e gein eñ ’zoug ken
aes
Ur bisac’had karotez
Da vont da varc’had
Kemper
Va jô gwenn ouzh hon
dougen
Da Gemper ! Da Gemper !
War gein va jô bihan
gwer
III
Eus Plozeved da Gemper
Va jô ’drot ken mibin
Ez afe d’an daoulamm
herr
Ha me ken divadin
C’hoarife gant va
fenn-bazh
Ma glaskfe ouzhin
trabas
’Tre Plozeved ha
Kemper
Ul laer fin e zorn
mibin
Da Gemper ! Da Gemper !
War va jô e lagad pers
IV
Ha sede dija Kemper
Ar geoded wenvidik
En Oded an dour zo
sklaer
Dindan ar vrumennig
An daou gloc’hdi ’ra
din sin
Ha me ziskenn balc’h ha
din
Etrezek marc’had Kemper
Gant ur mousc’hoarzh
gwenvidik
Da Gemper ! Da Gemper !
War va jô e lagad pers.
2 a viz Meurzh 1971,
diwar Jean Bluteau.