Barzhoneg evit ur vamm
Kinniget gant doujańs
hag anaoudegezh da Roparz Hemon hanter-kant vloaz zo war ar stern evel ur
march-labour
difaezhus. Yeched ha buhez hir dezhań digant Doue evit brasań mad hon bro
Breizh.
« Mamm ! En
abardaez-mań o tistreiń dar gźriadenn em eus kavet stered war va Hent.
Diwallet am eus do
flastrań gant va zreid. Graet
am eus un tamm distro.
Gwelet am eus e goueled
didermen ar rannołigoł kannder da vlev.
Hag am eus merzet ez
eus ulmennoł eus va sońj gwenn hańval ouzh santadurioł war
wenodennoł an douar
I
Da garout a ran, Mamm,
evel ma kar ar Park an trouz ken kalet-se eus ar charr bleinet
gant ur chouer.
Nhoch eus ket e welet morse, o vont en-dro, gant
e dren bepred ingal, dre an
douaroł lodennet, o vont, hag o tont, rust,
oberiant, brokus ?
Gouzańv a ra ar
glav, ar yenien. Chwezh an avelioł, an Heol ponner.
Er sioulder. Gant habaskter.
Evel un embleustrer o chouzańv amzer an arnod.
Met pa stag warnań ar vuhez pe ar march, ar charr
a advev. Seblantout a ra dont da
vezań kizidik.
Evel pa vije bet un archouere hegarat eus ar
menez, bet strobinellet e koad pe en
houarn gant ar bloavezhioł.
Neuze ar charr a grog da hiboudiń e gan a vuhez.
Kan al Labour hag an Douar. Se
eo
istor an Den.
E anavezet en deus.
Dougen ra etre e chorzioł chwezenn ar chantvedoł, abaoe ma
teraouas an Den
labourat an andred-se gant e ivinoł. Dougen a ra de rodoł grigońs
an eskern bruzunet er
parkoł-se gant al luched hag ar reier. Dougen a ra en e goad
levenez ha poan-bev ar
sklavourien hag an dud hanter dieub o deus digoret betek hiziv
hon Douar.
Dre-se, hiziv pemań ar
sklavelezh o vont da steuziań, ar chirri ivez a varv. Bez e kred
dezho o deus ar gwir da
baouez a vezań. Me gred int laouen, zoken ma seblant
mantret o dremmoł.
Bez int evel kozhidi
gouzańvet ganto re
Ha ruilhal a reont
choazh, ruilhal a raint betek an deiz diwezhań o treinań striv ur Bobl
a labour hag a
stourm.
Mamm ! Pam eus o
gwelet o tremen em eus santet e save diouzh an douar un dasson
don eus o grigońs.
Ne oa ket skiltr, na
lemm ha poanius evel kantik ar charr.
Bez e oa mouezh
didermen ar Frankiz emeur o teraouiń da veizout. Ar Spi-se en deus
mouskanet an Douar a-hed kement a Gantvedoł.
Paz kwelan o vale, Mamm, gant da gig flastret ha
pa glevan klemm lemm da eskern e
sonjan, ā Mamm ! e treinez Poan va Fobl a-bezh.
Ha mont a rez o vale trema r pellder. Un deiz an dremmwel az lonko. An dremmwel o
splannań, an Heol o
vervel. Met neuze e vennin klevout em Douar tarzh meurdezus un
Allelouia.
Allelouia un
adginivelezh didrechus
20 a viz Here 1970,
diwar Ramon Soley
Ceto.