Anjela Duval  
Furnez an Tibet

Furnez an Tibet

 

Ur yar difińv a lieskement he diskennidi

Ur paun a-boz a ra ur rod kaer gant e lost

Ur marc’h dońv zo prim da redek.

Sioulded un den santel zo ur merk eus e furnez

Chom hep ’n em laouenaat gant ar veulodi

Chom hep bezań glac’haret gant ar rebech

Met anaout betek pelec’h ez a e c’halloud hag e voien

Sede ar pezh a ra dreistelezh an den.

Piv ’ta a vennfe degemer un den

E-lec’h m’eo bezant Bouddha an Aotrou ?

Pa vez savet an heol daoust da sked ar stered

Nikun n’o gwel o lintrań en oabl.

Un den meur, hańval ouzh ur metal prizius,

A chom dalc’hmat ar memes hini

Un den fraost, hańval ouzh pladennoů ur valańs

Na baouez da hejań, da sevel ha da ziskenn.

M’hoc’h eus c’hoant da gas da benn un oberenn-veur

Klaskit ur c’henseurt dellezek a fiziańs

Evit tangwallań ur Goadeg

Eo ret kaout sikour an avel

Ne rit ket d’ho nesań

Ar pezh na garfec’h ket gouzańv eus e berzh

Hent uhel an emroüsted eo ar berrań hent

A gas da Rouantelezh an Drec’hourien

Ur marc’h-red na dizh ket ken prim e bal

Evel ma ra an hent-se.

Met an den emgar n’e anavezo biken.

 

[Genver 1969]

Diwar komzoů al Lamaed.

 

Anjela da bemzek vloaz, o tougen ar c'hoef evit ar wech kentań (1920).
 
Degemer |  Troidigezhioů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů