Pedenn ouzh sked ar c’hleuzeur
Bolz an neńv a zo da
skabell
Bez’ ac’h eus evit
kleuzeurioů an Heol hag al Loar
Hentoů sant Jakez zo
perlez strewet
Ar c’hoadoů santal a zo
da ezańs
An aezhenn a hej da
aveler roueel
Bleunioů ar c’hoadeier
N’int tra all nemet
kinnigoů d’ez treid.
O ! Distrujerien kement
anken
Na marzhus al lid-mań e
sklęrijenn ar c’hleuzeurioů
Kerdin al Lud, n’int
touchet gant nikun.
A ra d’ar sonerezh
dasseniń ez neved
Da zaoulagad a
gonter a viliadoů
Padal n’ac’h eus
lagad ebet
Kemer a rez mil furm
Ha padal n’ac’h eus
furm ebet
Da dreid peurc’hlan
a gonter a vilieroů
Ha padal n’ac’h eus
troad ebet
Da fronelloů zo diniver
Padal n’ac’h eus
fronell ebet
Te eo an hini a c’hoari
e kement tra am hual hag am hoal
N’ez eus ket ur galon
ne lintrfe enni ur sklęrijenn
Hag ar sklęrijenn-se eo
Te.
Kement Ene
hollsklęrijennet gant ar gouloů
N’eo nemet Doue Eń e-unan.
Met ar sklęrijenn-se,
doueel, ’n em ziskouez
Nemetken dre c’hras disklęriadur ar « Guru »
Al lid-azeul a gemerez
da blijadur ennań, Aotrou
Eo ar gwir « arti »
A ! Aotrou, va ene a
venn kavout da dreid lotuz
’Vel ma venn ar
wenanenn kavout chug ar bleuńv.
Noz ha deiz am eus
sec’hed ouzhit Aotrou !
Teurvez reiń da « Nanak
» dourioů da c’hras
Hańval eo eus ar
goukoug na ev nemet beradoů glav
Evit chom bepred e
Peoc’h da Anv.
Diwar Ar Guru Nanak,
« Pedenn ar c’hleuzeur », Indez.