Doue hag an Den
Doue
— Graet am eus ar Bed
gant pri ha dour
Te ac’h eus graet an
Islam, an Tartaria, Zanzibar
Te ac’h eus graet ar C’hleze,
ar bir hag ar fuzuilh
Eus an douar am eus
graet an dir pur
Te ac’h eus graet ar
vouc’hal evit gwezenn ar prad
Te ac’h eus graet ar
gaoued evit al labous a gan.
An Den
— Te ac’h eus graet an
noz, ha me ar c’hleuzeur
Te ac’h eus graet ar
pri ha me ar gopell.
Te ac’h eus krouet ar
gouelec’hioù, an traoniennoù, ar menezioù
Me am eus graet al
liorzhoù, ar parkoù, ar rozegi
Ma am eus tennet ar
gwer eus ar maen
Hag an enepkontamm eus
ar c’hontamm.
Diwar Iqbal,
Pakistan.