Barzhoneg eus Bro-Indez
— Mervel ’ran, met en
ur vervel e kounaan ac’hanout
Levenez va ene, karantez dous nemeti.
Mervel a ran, met soñj am eus eus joa va c’hentañ
trivliad
Dirak da zremm ken kaer
trolinennet heneuz ha glan.
Soñj am eus eus skrij
va Boud dirak ar Gened soutil
Az kronne holl evel un
aergelc’h blizidik.
Soñj am eus eus da
vrennid c’hwezet ken c’hwek
O. Strobinell nevez ar
Garantez ! ’n ur vervel
E kounaan hini da hini
marzhioù da Gened e bleuñv
Da zaoulagad don hañval
ouzh lotuzennoù dindan ar glizh
Ar Perlez : ma eo da
zaeroù.
Douster da zivrec’h
gwevn
Da vuzelloù ma par
warne an hiraezh evel ur wenanenn
Mervel a ran. Met soñj
am eus eus rodelloù da vlev frondus
O c’hoari war da zremm.
Soñj am eus eus ruzder
tener ar Garantez
A guzhes e plegioù da
zivrec’h
Hag diouzh sked da
zaoulagad. An daoulagad-se !
An daoulagad karet-se !
Me o adwel lintrus evel
stered
Dindan gouel da zaeroù
a levenez,
Ra vezint bepred ’vit
va c’halon stered ar Beure
Mervel ’ran. Mervel
’ran. Met kounaat a ran.
Ra vezo roet din ur
vunutenn, netra nemet ur vunutenn
C’hoazh d’arvestiñ da
abrantoù du hañval ouzh
Kresk ul loar deñval
Da sioulaat da ziweuz
loskus gant aezhenn
Fresk ar garantez
Hag ar vunutenn-se
nemeti a ’n em leunio
A wenvidigezh peurbadel
ha digemmus an Neñv !
Genver 1969,
diwar Bilhana, Indez.