Bro-Indez ! pe Bro-Vreizh ?
— O Tad ! Ra
zihuno va Bro
Hec’h Ene dieubet a bep
doan
Uhel he fenn.
E Frankiz an anaoudegezh
Hag en ur Bed ne vo ket
bet strishaet
Gant kaelioù ar Vuhez
danvezel
Ur Bed m’eo ennañ ar
gomz : gwirionez
M’eo ennañ ar
Peurvad
Pal e strivoù
difaezhus.
Ur Bed ma n’eo ket
kollet ennañ
Ster treuzwelus ar meiz
e-touez traezh-gouelec’h ar boazioù marv
Ur Bed, o Tad ! e-lec’h
ma renez Te da-unan
Ar Spered trema oberoù
ha meizoù bepred frankoc’h.
Trema gwenved ar Frankiz.
[Genver 1969]
Diwar Rabindranath
Tagore.