Kanaouenn-bobl a Vro-Gambodj
— M’ho ped
arc’houereoù bihan
Ha c’hwi ar re vras,
m’ho ped
Teurvezet eus lein ar
menez
Diskenn, da ’n em
laouenaat.
Enaouiñ ’ran ur gantol
Hag he lakan war an
aoter
Hag e pedan an
arc’houereoù da zont
Da ’n em laouenaat.
Ra deuy bepred
Arc’houere ar Garantez
An denerded, ar
Garantez
Ra deurvezo dont prim
Ra ne c’houlennint ket
sellout ouzh ar wezeg
Na chom d’arvestiñ ouzh
skeud
Ur wezenn.
O fediñ a ran da zont
Ha kemer furmoù denel
An arek a zo rouez
ha rouez ar Betel
Pediñ ’ran an
Arc’houereoù da ’n em ziskouez
Tal-ouzh-tal
ganeomp.
Ho stagañ a reer gant
ur gordenn ? He zroc’hit
Gant ur gordenn
kole-gouez ? He distagit.
Ar c’hleñved a
baouezo
Adalek an deiz-se.
3 a viz Genver 1969