Anjela Duval  
Kanenn Bobl a Vro Gambodj

Kanenn Bobl a Vro Gambodj

 

— Dirazout. Va divrec’h, va douarn, va daeroù, va Boud a-bezh a gren. ’Vel ma kren

delioù an avalenned kanell hejet gant an avel.

— An delioù avalenned-kanell ne grenont ket va muiañ-karet, skrijañ ’reont dindan

flourig an avel a ’n em vezv gant o fokoù frondus.

Deus ganin fenoz dindan an avalenned-kanell. Hag evel o delioù e skriji dindan va

flourigoù.

Hag evel an avel me a ’n em vezvo gant da bokoù frondus.

— Mont a rin, met evit va fokoù petra din a roi ?

— Evit da bokoù me ’ginnig dit va fokoù

— Evit va c’halon, petra din a roi ?

— Evit da galon me ’ginnig dit va c’halon.

— Evit va C’harantez, petra din a roi ?

— Evit da Garantez, me ’ginnig dit va Buhez !

— Degemer ’ran da bok, da galon, da Vuhez !

Ha me ’n em ro dit holl en eskemm

Hag hollgrenus ez in fenoz a ginnig dit va fok.

Dindan an avalenned-kanell

Flouret gant an avel.

Hag en avel mezvet gant pokoù frondus…

 

1añ a viz Genver 1969

 

""" Hiboud al Leger """
 
Degemer |  Troidigezhioù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù