Son ar wreg yaouank
Setu ni deut amañ. Ha graet hir hent d’ho kwelet
Deut da lidañ gant joa.
An deiz kaer-mañ hoc’h eured
Deoc’h c’hwi ha d’ho
Pried : Levenez ha yec’hed !
Hag intentet hoc’h eus.
Pezh a lâras ar beleg ?
En disklêriet en deus :
’Tle atav ar wreg nevez
Bout doujus d’he Fried. Hag en karout bepred.
Gwreg a lavar Pried.
Lâr Mestr an aliesañ
Rak morse n’int ken
dous : ’Vel m’o deus graet promesa :
Bout bepred hegarat. Ha
dous o Buhez-pad.
Itron ar Wreg yaouank.
Echu ’vidoc’h an dañsoù
C’hwi n’eot mui d’ar
bal. Na mui d’an asambleoù
C’hwi a chomo
dalc’hmat. Er gêr da luskellat
Sellit ar Boked-mañ.
Gant tri seurt plant kompozet
Deoc’h-c’hwi e
ginnigan. M’ho ped e yezh
intentet
Eñ ’lâr an enorioù. A
dremen ’vel bleunioù.
Deoc’h c’hoazh ar
wastell-mañ. Gant va bizied meret.
Lezenn ar Vuhez-mañ. A
zo enni arouezet :
Poaniañ ha gouzañv
pell. Hag en diwezh mervel.
Met hor menoz n’eo ket.
Ledañ an dristidigezh
Rak devezh an Eured. Zo
devezh a levenez.
Ni ’ta holl asambles. A het deoc’h hir vuhez
Eus a greiz hor c’halon. Ha karantez wirion.
23 a viz Du 1968