Anjela Duval  
An hent kozh

An hent kozh

 

       I

Bez’ ez eus e-kichen du-mañ

Un hent amzerioù tremenet

Ha gant an dud ankounac’haet

Un hent kozh don ha sioul kenañ

Hanter mogeriet gant an drez

Kazi toennet gant ar gwez

Bez’ ez eus e-kichen du-mañ

Un hent kozh don ha sioul kenañ

        II

Mont ’ra kammigellek ha kuzh

A-dreuz parkoù ha lanneier

War-zu an dremmwel er pellder

’Trezek ur gêr gozh kevrinus

Pell zo d’ar gêr-se ne da den

Hag hec’h anv n’ouzer ket ken

Mont ’ra kammigellek ha kuzh

’Trezek ur gêr gozh kevrinus

        III

En ur c’hroazhent ez eus skoachet

Dindan goudor ar gwez dero

Ha mantellet gant an ilio

Ur chapel vihan dilezet

En he c’hloc’hdi laboused ‘glud

Hag he c’hloc’h sklintin a zo mut

En ur c’hroazhent ez eus skoachet

Ur chapel vihan dilezet.

        IV

An hent ’ziskenn a-dreñv ar roz

D’un draonienn karget a zouster

Aze ’gan laouen dour ar stêr

’Tal ur feunteun gant he sant koz

Ar gwezvoud ’c’houriz ar spern gwenn

An avel ’luskell ar c’helenn

An hent ’ziskenn a-dreñv ar roz

’Tal ur feunteun gant he sant kozh.

        V

E-pad sioulder boemus an noz

Pa lugern al loar arc’hantet

E koroll ar gornandoned

War geot kinviek an hent kozh

An touseg kofek ’ro an ton

Padal an eostig ’gan ar son

E-pad sioulder boemus an noz

War geot kinviek an Hent Kozh.

 

[1968]

Diwar Lusian Loarer.

 

Tud o tont da Draoñ-an-Dour war lec'h an abadenn skinwel gant André Voisin
 
Degemer |  Troidigezhioù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù