Ar beure kentań
I
Va dousig koant poent
eo sevel
Setu an deiz en em
gavet
’Us d’ar maez an Heol
zo uhel
’Barzh ar beure
alaouret
Teir gwech ar c’hilhog
a-bouez-penn
’Deus kanet an dihuniń.
Digor da sell d’ar
sklęrijenn
Mousc’hoarzh eürus en
da di.
II
Ar voualc’h du er bodad
drez
A c’hwitell dimp he
salud
An durzhunell a sav
he mouezh
Eus kreiz ar c’hoad
’lec’h ma klud
Selaou pedenn an
alc’houeder
Diouzh an neńv glas o
kouezhań
Va dousig koant, sell
pegen kaer
Eo dimp hor beure
kentań
III
Ar saout a sach war o
chadenn
Dirak ar rastell
c’houllo
Me zo ’vont da gerc’hat
dę foenn
’Keit-se te o goroio.
Er marchosi, ar gazeg
wenn
A c’houll he c’herc’h
hep dale
Hag er c’hraou bras
an daou ejen
Gwelout ac’hanout
’garfe.
IV
Dec’h vintin hon eus tremenet
Dirak an Aotrou Person
Ar c’hleier bras o deus sonet
D’embanniń mouezh hor c’halon.
Hiziv etre da vizied
’Mań eürusted va buhez
Va dousig koant ha va fried
Te zo va holl garantez
!
[1968] Diwar Lusian
Loarer.