Ar fouet
1
Me ’m eus ur mignon karet
Ur mignon leal ha
fur
Ganin-me eo bet krouet
’Vit va unan plijadur.
Fiziañs bras am eus
ennañ
Perak ’ta n’am befe ket
?
Ne vin ket gwerzhet
gantañ
Rak va mignon eo va fouet.
Diskan
Pa ’z a va fouet mat en-dro
Evel un naer fuloret
Pep hini a dec’h war-dro
Gant aon bezañ flemmet
Mont ha dont a ra al lêr
En ur c’hwitellat en aer
Ha goude un hanter-dro
Evel ar c’hurun e strak
Evel ar c’hurun e sko
2
Eeun, kreñv ha gwevn eo
an troad
Hag aezet-tre da
gemenn.
Dibabet am eus ar
c’hoad
E kreiz ur bokad kelenn
War benn tevañ an
dornell
Kinklet bravik gant
evezh
’N eus kizellet va
c’hontell
Kentanv c’hwek va
mestrez
3
Troc’het ’m eus e
storeenn
E-barzh kroc’hen ur
c’hole.
Gweadennet al lêrenn
Evel moue un inkane.
Aozet am eus an
douchenn
Gant korzennoù kanab
flour
Ha va c’halon, balc’h, laouen
’N ’eus echuet al
labour
4
Evel ul loen
morgousket
Ha laosk-tre e izili
War va choug ’mañ
astennet
Tost d’am daouarn
d’e gregiñ
Bale dinec’h ’ran
bremañ
D’an distro foar pe
bardon
Rak doujus e rent kenañ
Ar chas drouk hag al
laeron
[1968 ?]
Diwar Lusian Loarer.