Anjela Duval  
Boud

Boud

 

Selaou kentoc’h a ran

An traoù eget an dud.

Trouz an tan o c’hwezhañ

Ar c’harzh o tifronkañ

Dindan an avel yud,

Dour ar stêr o ruilhal

Hag ar skluz o krozal.

A-dreuz o boud, me ’glev

O tont ’vel un heklev

Eus don ar C’hantvedoù

Mouezhioù va Hendadoù.

 

3 a viz Du 1961,

diwar Birago Diopo.

 

Eur sakr ar skrivañ
 
Degemer |  Troidigezhioù |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù