Stourm a ran war bep tachenn
Stourm a ran war bep tachenn zo ennañ kant barzhoneg bet skrivet gant Anjela Duval,
e fin he buhez evit an darn vrasañ. Ouzhpenn e kaver ivez el levr ur rakskrid gant
Ivona Martin, roll an deiziadoù a-bouez e buhez hag en oberenn Anjela Duval, ur
pennad diwar-benn "Anjela Duval hiziv", notennoù, ul levrlennadur ha roll ar
barzhonegoù dre urzh al lizherenneg.
|
- Stumm : titl al levr, skrivet gant Anjela Duval, zo moullet e ruz war ur jakedenn du.
Golo war Rives tradition liv olifant naturel 250 g/m2. Diabarzh war Rives tradition liv
olifant sklaer 120 g/m2.
- Skeudennoù : gant Hubert Coatleven.
- Ment : 14 X 24 cm.
- Niver ar pajennoù : 172 pajenn diabarzh.
- Deiziad an embann : miz Du 1998.
- Embannet gant : Mignoned Anjela (Pempoull) ha skignet gant Coop Breizh (Spezet F-29).
- Priz : 19,82 euro.
|
Darempredoù gant : mignoned.anjela@breizh.net
|