Adembannadur oberenn glok Anjela Duval
Oberenn glok Anjela Duval eo an oberenn glok gentań -- hag an hini nemeti -- da vezań bet embannet e brezhoneg. E 1999 oa bet embannet evit ar wech kentań ha degemeret mat oa bet, hardī, gant an holl skridvarnourien. Priz brezhoneger ar bloavezh 2000 oa bet roet da gevredigezh Mignoned Anjela evit al levr-se gant strollad-barn Du-mań du-se. Ha dreist-holl o doa lammet al lennerien war al levr, diviet en un nebeud mizioł. Kalz a choul oa war al levr abaoe. Adembann a reomp anezhań e 2005, bloavezh kantvet deiz-ha-bloaz ganedigezh ar varzhez.
Holl skridoł Anjela Duval zo bet bodet el levr-mań ; betek-henn e oant strewet e pevarzek levr, kant kelaouenn hag ur bern dornskridoł diembann. Ouzhpenn-se e vez kavet el levr muioch eget daou chant luchskeudenn, ugent pennad-studi skrivet gant mignoned hag ispisialourien ar varzhez, troidigezhioł e yezhoł all, notennoł displegań, daou veneger, ul levrlennadur, hag all. Kement-se o sevel da 1 288 pajennad testenn ha 48 pajennad fotoioł, lakaet e gwerzh 58 euro.
Neus ket kalz a cheńchamant etre an eil embannadur hag an hini kentań. Un nebeud fazioł zo bet reizhet ha muioch a droidigezhioł e yezhoł estren a vez kavet (e poloneg, vietnameg, galisianeg
).
Darempredoł gant : mignoned.anjela@breizh.net
|