Pa
gavan foenn ne debran ket a blouz
Yann-Ber Piriou
Boaz e oamp da
vont d’ar vilin-se bep hañv pa veze brav an amzer. Degemeret mat e
vezemp ha laosket da vont betek ribl ar stêr e-lec’h ma tremenemp
eurvezhioù laouen, va bugale, o mamm ha me, e peoc’h ar glasvez,
an evned hag an dour.
A-boan diskennet
eus ar wetur en deiz-se em boa remerket e oa, e kreiz ar porzh, un den war an
oad o tivizout gant Adèle ar vilinerez. Goude bezañ saludet
anezhe e lavaris d’ar vugale : « Skoazellit ho mamm da
gas ar baner piknik hag an traoù all betek ar rinier hag arabat mont da
neuial, ken na vin arri ganeoc’h. »
Va
soñj a oa chom da glakenniñ div pe deir vunutenn gant
Adèle da gentañ. Met p’en doa klevet ac’hanon o komz
brezhoneg e oa chomet paotr-e-vlev-gwenn sac’het e kreiz e gaoz. Badaouet
mik e oa. E soñj, avat, a deuas e-maez e c’henoù a-daol
trumm : « N’on ket evit kompren e vefe c’hoazh
tadoù sot a-walc’h da gomz ar c’hozh langaj-se d’o re
vihan ! »
Ha
me neuze da respont ken reut all e oa tremenet an oad din da c’houzañv
seurt kentelioù divergont. Morlivet e oa ar vilinerez gant an
nec’hamant. Egile, avat, a zalc’he da valañ gros :
« Se zo evel an inosantez a zo bet diskouezet an deiz all da noz en
tele ! Kanañ meuleudi da seurt-se a zo ober goap ouzh an dud ha
koufoniñ o gwenneien ! »
Ar
wech-mañ eo war don ar c’hrampouz gwinizh am eus kaset Loull
d’e doull. Ha reut. Min poan-gof ar vilinerez ne yeas ket war wellaat,
evel-just, met dibosubl e oa din lezel kunujenniñ ur vaouez am boa
kement a zoujañs eviti. Lavaromp e c’hoarveze an dra-se tost da
dregont vloaz zo, nebeut war-lerc’h skingasadenn André Voisin he
doa roet brud da Anjela Duval.
War-dro
1963 pe 1964 eo em boa graet anaoudegezh ganti a gav din. Aliet e oan bet
d’en ober gant Gwilherm Dubourg a oa rener skol gristen ar
C’houerc’had d’ar c’houlz-se. Diouzhtu ’m eus
komprenet en em gaven aze dirak un neb bennak. Pellik zo, dija, e oa krog da
skrivañ barzhonegoù war gaieroù marc’had mat. O
diskouez hag o frestañ a reas din. Ha me da adkavout neuze ur bed
diabarzh
marzhus, heñvel-mik ouzh an hini a garen. An hini a anavezen abaoe va
bugaleaj, gras da’m mamm, ha d’ar yezh a zeskas din.
Buan-tre
omp deut da vezañ gwir vignoned. Bep tro ma teuen en-dro da Vro-Dreger e
klasken mont d’he gwelout ha bep tro e vezen degemeret eus ar
c’hentañ. Ha komz a raemp neuze e-pad eurvezhioù ha
c’hoarzhin ivez. Kontañ a rae din he buhez, he
c’harantezioù, an digenvez spontus a oa bet he hini
war-lerc’h marv he mamm. Komz a raemp ivez eus al levrioù hag eus
ar skrivagnerien a blije dezhi. Nevez zo e oa krog da lenn Ar Bed Keltiek,
Barr-Heol hag Al Liamm ha diwar ar vagadurezh-se e kreske enni nerzhioù
dic’hortoz hag evel ur yaouankiz adkavet.
Klañvidik
e oa, siwazh, ha re alies e ranke daremprediñ ar vedisined. D’an 8
a viz Du 1966 e skrive din :
Tremenet am eus 26 devezh en ospital Lannuon
e-lec’h em boa ranket asantiñ mont pa ne oan mui ’vit chom
war va zreid. Distro emaon pemzektez zo. Re abred kalz am eus ranket dont eus
du-hont. Pell em bije bet ezhomm da chom. Met pa vez an holl strevel war gont
an estren !
Ur medisin a lavar am eus « une
très très grande fatigue générale ». En
em c’houlenn a ran end-eeun : daoust gant petore danvez on graet
evit bezañ stourmet keit all, eneb labourioù ken start, hep
distern ebet, na Sul, na gouel, na noz, na deiz koulz lâret. N’eo
ket hep mar e tilez ar re yaouank ar vicher-mañ. Ha koulskoude ma vefe
priz ar pezh a broduomp un tammig uheloc’h e c’hellfemp
tennañ hon alan ur wech bennak ha dre se pad pelloc’h.
Gouzout
a rae ivez, koulskoude, prenañ skiant diwar goust an droug.
An devezhioù am eus tremenet en ospital zo bet
devezhioù benniget evit ar brezhoneg. Graet am eus e c’hellet
krediñ ar muiañ posubl a vruderezh evit ar yezh ha deut
’oan prim da vezañ un dra bennak evel ul loen-sirk : ur guriozite
a bemp kwennek. Kement hini a c’hell bale er gambr a zeue da noz en-dro
d’am gwele, ha bec’h d’ar brezhoneg. Roet am eus dezho betek
ober gant ar muzul frank, met lonkañ a raent un drugar. Ar
c’hlañvdiourezed yaouank krog dija da glask anvioù brezhoneg
d’o bugale da zont, a-benn marteze dek vloaz ! An aluzenner zo ul
Leonard savet tost da di Tangi Malmanche. N’en doa ket kalz istim evit
hemañ. Ur maread ’oa bet o sellout a-dreuz ouzhin, rak rebechet am
boa dezhañ bezañ, eñ hag e seurt, kablus eus un torfed a
ouennlazh pa dilezont katekiz ha prezegennoù e brezhoneg.
Un
nebeud mizioù goude e kinnige Charlez ar Gall un abadenn a-bezh war
Roazhon Breizh. Savet e oa bet diwar « gKan ar skrilhed e Traon an
dour », ur pennad am boa embannet e-barzh
Al
Liamm. Ar sonioù hag ar barzhonegoù a voe kanet ha displeget gant
Amédée Prigent, Tinaig Perche, Chanig ar Gall ha me. D’ar
Sul da noz e kemere Anjela he fluenn.
Traoñ an dour. Sul da noz 7.5.67
Kenvroad ha mignon ker,
Mall am eus da gas deoc’h ur ger a drugarez evit
ar joa hoc’h eus roet din hiziv. Unan eus devezhioù kaerañ
va buhez eo bet. Bez’ a zo ac’hanoc’h un arzour dispar. Gant
un danvez dister hoc’h eus prientet ur pennad displegañ a seurt
n’am boa bet biskoazh ar blijadur da glevout. Bras eo bet va from. Ken ma
oa va c’halon war nez sonnañ… Met n’hellan ket
krediñ e vefen dellezek eus kement a veuleudi. Ha ma oa un tammig
lorc’h ennon n’eo ket abalamour din va-unan, met abalamour
d’an holl beizantezed, va c’hoarezed a boan, rak ne vez ket pouezet
alies war virit maouezed ar maezioù hag a zo ken poanius o micher ha ken
kalet o buhez. Ha daoust d’al lodenn vrasañ anezho da ren ur vuhez
eeun ha direbech gant kalz a galonegezh, n’eo ket bemdez e vez roet un
tammig enor dezhe.
Bennozh Doue warnoc’h ha war ho tiegezh va
mignon mat evit ar boan hoc’h eus kemeret da sikour ar bobl a dud
n’o deus nemet dispriz evit Fañch Kouer da welout un tammig
sklaeroc’h e buhez ar beizanted.
An Aotrou Klerg zo deut dec’h da glask un tamm
danvez evit Barr-Heol. Roet en deus din un nebeud kuzulioù prizius evel
boaz. N’eo ket peurdesket va micher ganin c’hoazh.
’Michañs ’erruo ganin ’vel gant an deskard-se en doa
devet e c’hlaou araok ’oa aet da varichal. Koufonet am eus kalz a
danvez evit tennañ koulz lâret netra vat ebet outo, d’am meno.
Mar plij gant Doue astenn din c’hoazh va buhez,
me gred am bo ar blijadur d’ho kwelout c’hoazh em zi paour, un
tammig paouroc’h bemdez, pa on rentet ken gwan.
Esper am eus eo mat ho yec’hed ho tri. Solen
vihan a dle bremañ trotal evel ur ganig, ha faoutiñ brezhoneg
emichañs ! Doue d’he bennigo !
An Aotrou Danno zo en Aix-en-Provence evit e
yec’hed. Desped a rae dezhañ n’hellje ket klevout
ac’hanoc’h o komz hiziv, emezañ. Erwan Libouban, va niz, a
zalc’h stenn bepred war ar brezhoneg. Kalz a skolidi aketus en deus.
Ur frealz eo evit ar re gozh gwelet
yaouankizoù Breizh o adsevel o fenn hag o ’n em zifretañ
evit gounid frankizoù tamm-ha-tamm.
Paotred ar Radio Brezhoneg a zispleg bremañ
hep aon menozioù n’o dije ket kredet ober meneg outo bremañ
zo daou vloaz. Mont a ra an traoù war araok, ha panevet d’an
dizunvaniezh ’vefe tizhet ar pal a-barzh nebeut amzer. Na skuizhañ
ket o varvailhat ganeoc’h met ezhomm am eus a repoz. Va
c’halonekañ gourc’hemennoù deoc’h, va
gwellañ soñjoù d’an Itron Piriou hag un allazig da
Solen vihan.
A wir galon evit Breizh atav
Anjela
Deut ’oa mignoned din da selaou an abadenn ha
merzet am boa ’oa dour en o daoulagad !
Kanaouennoù
ar vro a oa bet desket din abred gant va zud pa oamp o chom e Noumea. Kustum e
oan d’o c’hanañ a-wechoù da Anjela. Plijout a rae se
dezhi. D’ar mare ma oamp o prientiñ kentañ abadenn
Beilhadegoù Treger e miz Here 1959, Roger Laouenan ha me, am boa skrivet
ivez un nebeudig pozioù evit sachañ tud e-barzh sal ar
gouelioù e Rospez. O c’hanañ a raen war don « Si
tu vas à Rio » a oa neuze diouzh ar c’hiz gant Dario
Moreno.
Ma teuez da Rospez
E vi sur da gaout levenez
Rak eno e vo kanet
Gant ar re a zo manet
Brezhoneg en o c’hreiz
Un
drugar hag un digoll a oa dimp youc’hal se a-bouezh-penn e-barzh
uhelgomzer ar wetur hor boa feurmet evit kelaouiñ Bro-Lannuon a-bezh.
Fentus ’veze gwelout an dud er parkeier o sevel o fenn, sebedennet gant
ar pezh a glevent. Tridal ha c’hoarzhin a rae Anjela bep tro ma gonten
traoù evel-se dezhi. Selaouerez aketus e oa da Radio Kimerc’h ha
c’hoant he doa da glevout ac’hanon e-barzh ar post. Setu ma skrivas
din un deiz.
N’ouzon ket ha plijadur a ray deoc’h, met
sede am eus savet un nebeud gwerzennoù o soñjal ennoc’h. O
c’haset am eus en-dro d’an Ao. Danno evit gwelout ha tu vefe
d’ober ur ganaouenn gant un ton o tereout eus ho mouezh ken kaer. Kas a
ran ar brouilhon evel m’am eus e gaset da Danno. N’ouzon ket petra
a lavaro eñ.
(9 a viz Genver 1968)
Fañch
Danno a reas al labour goulennet. Kaset e voe da Amédée Prigent.
Ha setu penaos ez eas « Salud va bro » da ganaouenn-bobl
gant Strollad Beilh-
adegoù
Treger. Sonioù all a savas avat evel « An alc’houez
aour », « Ar barzh laouen », « Ar
c’hozh paotr yaouank », « Benoni », hag
all. Gras da Eliane Kabiten, Tinaig Perche, Gi Arc’hant ha Soazig Noblet,
darn anezho a zo bet brudet a-walc’h e Bro-Dreger en o amzer. E dibenn
1969 e kase Anjela Duval d’Ar Bed Keltiek (miz Kerzu) troidigezh un
« Danevell a vro Arabia » a ziskouez splann gant peseurt
danvez e oa gwiadet he c’hultur hag he feiz.
Ur breur a welas Rabia o treuziñ ar straed,
ganti en he dorn dehou ur skudell leun a c’hlaou ruz-bev, en he dorn
kleiz un orsel leun a zour.
Ar breur a c’houlennas diganti :
« Petra a fell dit ober gant
kement-se ? »
Rabia a respontas e felle dezhi lakaat an tan er
Baradoz evit ma ne vije hini ebet biken ken ; ha gant an dour
lazhañ tan an Ifern evit ma na vije Ifern biken mui.
Hag evit petra e fell dit ober se ?
— Pa ne vennan ket e rafe nikun ar vad evit
kaout digoll er Baradoz, na gant aon da gouezhañ en Ifern, met dre
garantez evit Doue, a dalvez kement tra hag en deus ar galloud d’ober an
holl vad.
E-pad
vakañsoù bras 1971 eo e lakis anezhi da gejañ gant Paol
Keineg en doa c’hoant d’he anavezout ivez. Plijet-bras e voe
diouzhtu gant ar paotr. Chroniques et croquis des villages verrouillés
ha Barzhonegoù-trakt a oa o paouez dont er-maez e ti P.J. Oswald. Lennet
’oant bet diouzhtu gant Anjela a roas he soñj din war an
tomm : « Barzhonegoù Paol Keineg zo dispar e brezhoneg.
Kalz plijusoc’h eget ar re e galleg. Forzh penaos, me zo evel ar saout.
Pa gavan foenn, ne debran ket a blouz. »
Ansav
a reas, koulskoude, he doa bet dudi gant « Le poème du pays
qui a faim ». Ha hi neuze da gas deomp e dibenn miz Eost he
barzhoneg « Kounnar ruz » e koun eus hon devezh e Traoñ-an-Dour.
Plijet e voe, ur pennad amzer goude, o resev Défense de cracher par
terre et de parler breton e-lec’h ma oa tri barzhoneg war hec’h anv
bet troet e galleg ganin. Un tammig muioc’h a vrud a zeuas dezhi diwar se.
Abadenn skinwel André Voisin ne reas ’met skeiñ eoul war an
tan. Hag an traoù war washaat pa zeuas Kan an douar ha levr Roger
Laouenan e-maez. Adalek neuze eo e krogas da resev ur bern lizheroù met
ivez, siwazh, kalz re a dud a felle dezhe ober anaoudegezh ganti.
Tud a-leizh bemdez evel ’n ur sirk, me hag am
eus ezhomm sioulded, ken klañv ha ma ’z on. Dec’h am boa
skopet gwad adarre. Poan am eus o chom war va zreid ken. Hag an afer all-se o
tourmantiñ va spered noz-deiz : an hent-karr se stoufet, 14 miz zo
n’hellan ket daremprediñ al lodenn-se eus va douar, ha distouf ul
lodenn all n’hellan ket lakaat al loened da beuriñ.
Bremañ,
bep tro pe dost, e klemme abalamour d’an amzer a veze laeret diganti, ken
na gredis ket ken tostaat eus Traoñ-an-Dour. Hag-eñ n’am
boa ket ivez degaset betek ar feunteun pirc’hirinerien a vije bet
gwelloc’h dezho chom er gêr ? A-benn un nebeud mizioù e
resevis ul lizher.
Daoust ha bez’ am bo ar c’hras d’ho
kwelout c’hoazh ? Lazhet on bet ’velkent gant ar
bloavezh-mañ, an dud o tont diehan : ur prosesion (hep na kroaz na
banniel).
C’hoant
he doa, koulskoude, da skoazellañ kement hini a glaske deskiñ ar
yezh. Daou pe dri deskard a oa deut dija da dremen un toullad sizhunioù
e Traoñ-an-Dour. Sklaer e oa ar marc’had etreze. Labourat a raent
a-hed an devezh
e-barzh
ar menaj ha gopret diwar se gant boued, bod ha brezhoneg c’hwek. Alese e
tiwanas ar soñj da ginnig ivez un tamm harp a-berzh keneiled din. Anvet
e oant Laouig Kervoas, Paol Keineg ha Jil Servat. Jili, e-giz ma lavare Anjela.
E derou miz Gouere 1973 e oamp, hag e-pad ur sizhunvezh bennak hon eus poaniet
evit skañvaat ar bec’h war choug hor mignonez. Ne oamp ket holl
dornet dispar met ober a raemp eus hor gwellañ hag imor vat a-leizh a
oa. Un deiz ma oamp o kargañ teil e-barzh un tumporell ha ma kouezhe
forzh plouz flaerius warnomp, e c’houlennas paotr-e-Erminig-Wenn
a-daol-trañch : « Ha gwelet hoc’h eus pegen
cheuc’h eo ma chupenn pailhourennek ? Bravoc’h eget hini
Johnny Halliday, ne gav ket deoc’h ? »
Ha
c’hoarzhadeg da heul ! Ne oa netra plijusoc’h eget klevout
c’hoarzh Anjela o tirollañ, ha gwelout luc’hedenn ar fent en
he daoulagad. En deiz-se ivez e teuas kazetennerien hek ar gelaouenn Mille
routes da c’henaouegiñ dirakomp war digarez skrivañ ur
pennad. Am eus aon, omp bet diseven awalc’h en o c’heñver.
Diouzh an noz, da vare koan, hon eus savet ur son a-gevret. Anvet e oa
« Son ar bern teil ». En-dro d’an daol pep hini a
ranke kinnig ur poz. Kanet hon eus evel-se betek an eur da vont da gousket.
Eizh koublad a oa en holl ma ’m eus soñj. Ankounac’haet am
eus anezho pell zo. Ha mat eo evel-se. Ne gredan ket e vefe ur c’holl
bras. Nag a blijadur hon eus bet en deiz-se koulskoude, Anjela, Paol, Jili,
Laouig ha me !
Ingal
awalc’h am eus kendalc’het da vont d’he gwelout goude. Solen
hag Iwan, va bugale, a blije kalz dezho mont da c’hoari du-hont. Klevout
bugale o vrezhonegañ a oa un dudi dezhi. Lakaet ’veze neuze
Fousou, Ogam, Felbe pe Fionn, he chas muiañ-karet, d’ober
troioù sirk dirak daoulagad dispourbellet ar re vihan.
« Deus
da ober sotelamouton evit Solen ’ta, Fousou.
—
Ale, Fionn, gra jentil bihan brav da Iwan. »
Gwechoù
all en em lakae da hopal gant he mouezh skiltr :
« Al
louarn ! Al louarn ! Al louarn ! »
Hag
ar chas neuze o kas en ur hakial war-lerc’h Alanig, betek ar bern keuneud
’barzh al leur.
Daou
pe dri deiz goude, pa groge sorc’henn skrivañ enni, e tisamme he
soñjoù :
Amañ eo bepred evel ur foar. Ya, gwell
’veze bet din bout tapet seizh vloaz galeoù eget kaout ar rest va
buhez ampoezonet gant ar stal dud a dremen hag a dorr din va fenn. Ken ma vez
va empenn paour muioc’h hañval eus ur gaoteriad yod eget eus ur
benveg da c’horiñ soñjoù…
Ma, gwech ha gwech all e teu din kaout dudi evelkent
gant tud pouezus. Setu deut bremaik Youenn Gwernig ha Suzig. Ar wech
kentañ ’oa din d’o gwelout. Kanet o deus a-gevret ur
gavotenn ha Tap da sac’h. Ha n’eo ket youc’h na
c’hweñvadennoù kazh gweget Silvi Vartan ’oa gante, na
kennebeut all bla-bla-bla kandidated an Elysée.
An Dr L. M. ’oa bet dilun. Dleout a
rae distreiñ d’ar Yaou. Met siwazh ! diriaou, goude kreisteiz
eo deut an Tele Belgiat. Pevar den « sympa » ar pezh zo
posubl. Roger Laouenan ’oa gante hag Anne Korfeg ’oa deut ivez
d’ober « supporter ». Sañset ’oant da
vont da di Y. Gwernig d’ar Sul araok. Met re verr ’oa ’n em
gavet o amzer… Ha setu Breizh o c’houzañv atav
introspektourien !!! Evel ma vije bet Breizh ur
Vro-nevez-dizoloet-e-Park-ar-Stered ha barrleun a deñzorioù kozh
ha nevez ha pep hini o sachañ gantañ e damm. Chê, ya. Nag e
vez duet paper bremañ diwar-goust Breizh hag he sevenadur…
War-dro 1979 eo,
a gredan, e klaskas Yann Paranthoen mont e darempred ganti. D’ar
c’houlz-se e felle dezhañ enrollañ mouezhioù
brezhonegerien. Ha ni laouen d’e harpañ, evel-just, Laouig Kervoas
ha me. Gouzout a raen ivez e vefe plijet Anjela o kejañ gant an den a oa
brudet dija evit bezañ savet ar skingomz da renk an arzoù kaer.
Ar pal a oa lakaat Anjela da gomz ar muiañ posubl dirak ar mikro. Diwar
adselaou an enrolladenn-se, ugent vloaz war-lerc’h, e verzan e vez
kemeret kalz re a lec’h gant ar saver goulennoù. Gwir eo ivez e oa
techet hon Duvalenn d’ober respontoù re verr. Pezh a oa un
dizesper evit an dastumerien kaozioù ma oamp. Ne servij ket !
Labourat evit ar skingomz a zo ur gwir vicher a ranker deskiñ evel ar
micherioù all. A-wechoù, koulskoude, gras da baotr an Enez Veur
ha d’e vinvioù burzhudus, ec’h adkavomp Anjela en he
splannder gant ar from, ar fent, al lusk, an nerzh hag ar saour a ouie lakaat
en he lavar.
Siwazh !
Mont a rae he yec’hed war fallaat. E penn kentañ 1981 e resevis he
lizher diwezhañ.
E Traoñ-an-Dour eo trec’h ar
goañv. N’on ket gouest da dommañ va izili pa n’on mui
evit labourat. Ha danvez tan sec’h n’am eus ket. Muioc’h a
voged evit a dan. Pa welan koulskoude ar stal goad zo war douar Traoñ-an-Dour !
Siwazh ! Na deuont ket d’ar gêr o-unan… Ha peogwir
n’eus mui ur c’hristen a grogfe ’n ur vouc’hal !
Pebezh bed ! Ur bed paper ! Ur
bed-tele-radio-journalioù ! Piv a lavare : un roturier breton
vaut deux nobles français ?… Me a lavar, ur peizant a
c’hiz kozh a dalveze ur vagoniad intellektualed… Siwazh !
Dambrest na chomo mui ur gwir beizant e Breizh ! Met petra ’dalv
huanadiñ ! Kenavo, mignoned ker, ar blijadur d’ho kwelout
c’hoazh er bed-mañ, mar plij gant Doue !
A galon
evit an Adsav.
Anjela
Aet
omp, Solen, Iwan ha me betek Traoñ-an-Dour d’an 8 a viz Du, a gav
din. Aet omp evit ar weladenn ziwezhañ. Yen-skorn e oa. Digor e oa an
nor, met ne oa den e-kichen ar c’horf. En he gourvez ’oa war he
gwele, juntret he daouarn war he chapeled. Dirak an ti, e-barzh ar porzh, e oa
Fousou, Fionn, Bran-du, hag all, o tougen kañv. Pleget e oa o fenn gante
ha trist e oant, ken e oa ur mantr hag ur glac’har sellout outo. Didrouz
e oant ivez. Yudadenn ebet nemet an hini a glevemp c’hoazh en hor memor.
Ar yudadenn skrijus a oa gante holl, a-unvouezh, pa c’houlenne o mestrez
digante : « Piv a vo maleürus pa vo marv
Mañmañ ? »
Pet
gwech hor boa bet c’hoarzhet leizh hor c’horzailhenn gant se,
gwechall ! Met, n’eo ket c’hoarzhin am eus graet, avat, daou
viz warlerc’h, pa ’m eus lennet er gazetenn e oa bet laosket holl
chas Anjela e-barzh tangwall ur vereuri amezeien, e-lec’h o doa kavet
repu.
Tud
zo a grog da vervel abred, pell, pell araok o c’houlz. Lavaret e vefe
emañ nerzhioù an Ankou o labourat enne kerkent ha ganet. Ne oa
ket Anjela eus ar rumm-se.
Homañ
he doa kavet an tu da chom bev, yaouank ha birvidik betek penn. Amzer
awalc’h dezhi, daoust da bep tra, da vountañ gwrizioù, don,
e kalon ar re a gare. Amzer awalc’h, ivez, da lakaat he douar da
ganañ.