Meinigoů kizellet (2/2) Anjela Duval
Roll ar barzhonegoů
Diwar follennoů distag
Troidigezhioů
Anjela hiziv
Meinigoů kizellet
 
Mamm an holl

Mamm an holl

 

O klask he familh

War-lerc’h bezań bet mamm he zud, en ur mod, he deus gallet dispakań ha lâret ar garantez a oa enni. Rak ur galon leun a garantez a oa he hini. Memes ma seblant bezań simplik ar mod-se da welet an traoů, e c’haller lâret e oa bet war-bouez mervel mouget gant ar garantez n’halle reiń da zen ebet : ar ger « karantez » eo unan deus ar re a zeu an aliesań tout en he barzhonegoů. E c’haller sońjal ivez ne vije ket bet deus Anjela Duval barzhez, ma ne vije ket marvet daou vugel kentań he zud. Euredet he dije hini pe hini deus ar re o doa graet o goulenn outi, bet he dije bet bugale ha dezhe he dije roet tout ar garantez a oa enni. Daoust hag-eń eo liammet se gant ar faltazioů koantań, o doa tapet Da gentań toull an nor ? Anjela ne ro ket an alc’hwez, met titl ar barzhoneg, « An dibab » a c’hell heńchań ac’hanomp. Evidon-me, piv a ganfe ?/ Pa ’m eus na kar na par/ A-re on war an douar/ Gant va c’halon goullo… Da lâret eo hep hini ebet da garet ? Met n’eo ket sur e vije bet trawalc’h kaout ur familh « klasel » evit ur galon ken leun a garantez. Goullo ? Goullo ? Emezout !/ Gaou a lârez, rak me ’oar/ Eo da galon leun-barr/ P’eo gwir e karez pep Boud [1].

 

Mamm an natur

Mamm an holl e oa, ha mamm pep elfenn deus an natur da gentań. Ar gwez a oa he bugale, hi « an dervenn gozh ». Gwelet a rae anezhe evel-se, o livioů tener, blizidik ha bresk,/ ’Vel ur mennozh o tiwan/ En spered ur bugel [2]. Komz a rae dioute evel pa vefent bet merc’hed, o welet, da skouer, « div goantennig » e div anezhe. Ha titl ar barzhoneg, « Stultennoů », ne ray ket gaou ouzhin : petra e vije ar « merc’hed »-se ’mod-all ? Komz a rae oute evel ma dije graet ouzh he bugale, evel d’an onnenn e « Nevez-amzer » : ’Vel a gari va c’hoantenn. E c’haller menegiń an avaloů ruz-marellet ivez, kap da zańsal ar jabadao betek bezań badaouet [3]. Al loened, er memes mod, ’oa he bugale ivez, ha ne rae gante nemet pezh eo sańset ur vamm vat ober gant he bugale, pa c’hall : diskouez dor ar bed dezhe ; digeriń he dorn ha gwelet anezhe o nijal kuit (Va dorn me ’zigor,/Nijet out a-denn-askell), ha reiń Alc’houez ar Frankiz dezhe [4]. A-wechoů, evel ur vamm ivez, e komze e plas he bugale hag e lâre « ni » e-lerc’h « int » [5].

 

Mamm he c’henvroidi

Mamm stourmerien ar vro e oa ivez. Heuilhań ’rae o zrubuilhoů, evel ur vamm nec’het gant he bugale. Poan he deveze gante hag evite, start e veze dezhi gwelet anezhe harzet ha toull-bac’het — pe lazhet memes [6] —, int hag o doa respontet d’he galv [7] a-enep d’an « Alouberien ». Er barzhoneg-mań e lenner, evit an deirvet gwech [8] ur ger zo nevez bet rebechet outi ober gantań, ar ger « gouenn ». Goűt walc’h a ra an nen, koulskoude, ne dalv ket ar ger-se ar memes tra en brezhoneg hag ar ger « race » en galleg. Da’m meno e kaver aze, gant ar ger-mań just ’walc’h, ur brouenn ouzhpenn deus ar pezh a glaske diskouez. Deut e oa an holl voudoů bev da vezań he familh. Evel m’hon eus gwelet tuchant, ar gwez, ar plantoů, al loened a oa he bugale. He mibien henań ’oa ar Vretoned lorc’h enne bezań Bretoned, lorc’h enne gant o hęrezh, gant o zud kent : Va c’horf n’en deus ket o douget/Va c’halon padal he deus o advabet [9]. Ur vamm-gozh o devoa holl ivez, stumm ur stultenn dezhi marteze, met ur vamm-gozh speredel e oa da vat : Breizh, he bro ; an hini he doa maget anezhi, ha roet ur pal nevez, ur c’hefridi nevez d’he buhez, p’he doa kollet he abeg nemetań da vevań. Kement-se e kont dimp e-barzh « Hunvre ». Er barzhoneg-mań e lâr ivez penaos eo deut bugale gwellań ar vro — da lâret eo ar re a gar o bro, evel ’vez graet « bugel mat » ouzh an hini a gar e dud — da vezań he re dezhi.

 

Evit mont pelloc’h

gant ar ger « gouenn »

 

Bras ’oa he familh hag enni e kaved ivez he breudeur a boan, ar beizanted, he breudeur tramor, « Gourenerien Kernev Veur », ha kendirvi Iwerzhon, hag ar « ouenn »-se ’oa kaoz diouti er barzhoneg-mań, ’oa he familh, splann. Pa gomz deus yezh varzhus he Gouenn [10], hi hag a oa bet « adganet », ’c’h eo deus yezh ar familh kelt ’ni eo e komz. Da’m sońj eo dav bezań lennet anezhi fall evit ijinań he dije implijet ar ger-se gant ur ster gouennelour. Evel-just ne gredan ket e vefe dre fazi e vefe nevez-bet lakaet ar ger-mań war-wel, e « oadvezh an diskred » zo arru warnomp [11]. Pezh a lennan-me eo gerioů ravolt ur vaouez, ur vamm, o welout tud o tagań he familh, hag ar fulor da gregiń enni. Evel en ur vamm-loen o tifenn he re vihan. Goűt a rae petra ’oa koll unan deus e vugale. Pa lenner ar barzhoneg « Pedenn » ’c’haller en em c’houll deus pelec’h e teue ar ouiziegezh-se dezhi, penaos he doa gallet santout poan ar vamm o welet he bugel marv. Evidon-me n’eo nemet ur skouer all a deu da greńvaat ma c’hredenn. Goűt a rae ’blam e oa hi ivez ur vamm, bamet gant unan all ken sioul dirak he c’hroc’hen drailhet. Evit echuiń da vat gant ar ger « gouenn »-se eo gwir e komzas Anjela deus ur ouenn a-is, met eus ar Vretoned an ’ni eo e komze ha n’eo ket deus tud all ! En em c’houll a rae hag-eń ne dalveze ket he « familh » kement ha forzh peseurt familh all. Gwech ebet n’he deus skrivet e vije bet ar familh-se « a-us » d’ar re all, nann. A live gante ne lâran ket [12].

 

« Ar barzh zo benveg ur wirionez da zizoloiń », a skrive Milan Kundera [13]. Ur wirionez am eus-me santet, en ur lenn barzhonegoů Anjela. Gwirionez ur bed n’am eus ket anavet, ha me desavet en kęr, bed ar re a reer labourerien-douar, kouerien, troc’herien-buzhug, keinoů-melchon pe beizanted dioute. Ur bed a ya da goll, ha n’on ket evit lâret petra ’vo an hini a gemero e blas. Marteze ne oa ket an holl beizanted evel Anjela. Daoust hag-eń int bet spontet kement ha hi gant ar mod nevez d’ober gant an douar ha traoů an natur, a lazh kentoc’h evit ne ro ar vuhez ? « Naturel » e oa ar marv he doa darempredet Anjela, poanius a-walc’h e oa met ne oa ket da glemm outań. En « Rosa Canina », e-lec’h ma adkemer un tem kozh, bet skrivet warnań en galleg er Grennamzer dija, e tiskouez gant ur frazenn ’metken, penaos n’eo ket ar marv fin an holl draoů. Ur frazennig a echu he barzhoneg : Met un all ’digoro arc’hoazh. Evit ur vuhez kemeret e vez roet unan all gant an natur. Ha gant an den ? Ne sońj ket din e vije bet spontet Anjela o welet ar bed o cheńch. Goűt ’walc’h a rae petra ’oa ar cheńchamant, petra ’oa boudoů o leuskel o flas da voudoů all. Met tud ha modoů d’ober zo. Ha ma vez komzet alies deus Doue ganti, ne gomz gwech ebet deus an diaoul, nemet pa gomz deus an den, a gemer buhezioů ar re all evel ma vije perc’henn warne. Va buhez n’eo na din na dit, e skrive e « Krizder ».Tud evel he zad a save traoů a-gempouez gant an natur : Va zad en doa tennet ar vein,/ A-doulladoů, a grogadoů,/ Eus e zouaroů/ (Da ziveinań e barkoů) [14]. Hi a oa unan eus karourien an douar/ Eus ar rummad-se o vont da get, en doa roet e holl nerzh, e holl vuhez d’an douar [15]. Tud all, liammet gant ar bed nevez o tont, o doa doareoů all : Met un diaoul bras gant skilfoů/O tont d’am dispenn/Ar bulldozer ruz gant e bal ramzel/D’am sebeliań er fozell [16]. O den hep elevez !, a skrive hi, petra a vez roet gantań en eskemm d’ar vuhez a vez kemeret ?

N’em eus ket anavet Anjela. Met da’m sońj he doa lakaet en he barzhonegoů ar pezh he doa c’hoant da gontań deus hec’h istor, istor he buhez, deus e sońjoů, deus he fromoů, deus he hunvreoů, deut da wir pe aet da get… Hag amań emań ar burzhud, n’eo ket e vije bet skrivet gant ur vaouez, met e c’hallfemp holl selaou he c’homzoů c’hoazh, sevel a-enep pe a-unan gante, ha hi aet pell diouzhimp holl pell zo. Met er Bed all ar paourig/[he deus] kavet ur C’harour ?

 

Ar vaouez kozh, a oa krog da skrivań a-raok na vijen-me bet ganet, he deus kalz a dra da lâret dimp c’hoazh, diwar-benn ar c’houraj, arz ar varzhed, yezh hon zud-you, ar garantez (ha n’eo ket ur ger diamzeret). Gant ma vo klevet gant reoů all, a selaouo he mouezh, a ouio mont da heul he meinigoů-gerioů e-lec’h m’he doa hadet anezhe.

 



[1] 21. « Beuregan ».

[2] 22. « An delioů kentań ».

[3] 23. « Avaloů ».

[4] 24. « Bravig bev ».

[5] 25. « Koraiz an evned ».

[6] 26. « E koun ur merzher ».

[7] 27. Hervez ar ger implijet gant Laouenan, « Mouezh ur brofedez », op.cit.

[8] 28. Kavet a reer anezhań evit ar wech

kentań er barzhoneg « War verraat », e-lerc’h ma talvez « seurt » hep mar ebet, hag en « Eil bugaleaj ».

[9] 29. « Evel ur mab », barzhoneg war follenn-nij.

[10] 30. « Eil bugaleaj ».

[11] 31. « … éviter la fausse innocence, en ayant dit clairement qu’on ne peut plus parler de façon innocente », Umberto Eco, Apostille au Nom de la Rose.

[12] 32. He zestenn « Ivan » zo arouezius a-walc’h deus petra ’dalveze ar « meskaj gouennoů » eviti…

[13] 33. Milan Kundera, op.cit. (« Le počte est au service d’une vérité ŕ découvrir. »)

[14] 34. « Va zi bihan ».

[15] 35. « Tonkadur ».

[16] 36. « Ar c’hleuz »

 
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů