Meinigoł kizellet
Corinne ar Mero
« Rouez, ya, rouez-meurbet, e
seblant bezań ar merched troet da skrivań barzhoniezh » a skrive Klerg e 1973 .
Hervezań e oa ken donezonet ar merched hag ar baotred e-keńver barzhoniezh,
nemet marteze ar merched ne gredent ket lakaat pezh a santont war ar paper. Me
ne gav ket din e vije nebeutoch a verched « troet da skrivań » barzhonegoł. Un
afer degouezhioł eo, e-barzh ur gevredigezh roet, ma challont ober pe get.
Nhaller ket lāret e vijent bet broudet da skrivań, barzhonegoł pe traoł all,
romantoł, studiadennoł ha kement zo, betek nevez walch zo marteze.
Evit pezh a sell deus Anjela Duval
e sońj din he dije gellet chom mut, evel kantadoł a vaouezed all o doa kalzig a
draoł da lāret ivez moarvat. Evit ur vaouez a zo bet embannet he skridoł, pet
ha pet o deus bet skrivet en kuzh, perlezennoł koulz ha traoł didalvout
marteze, met chomet disanv forzh penaos ? Ma ch eo deut Anjela a-benn da
skrivań, ha da vezań embannet, eo liammet an dra-se da zarvoudoł he buhez. Met pe re resis ? Penaos e oa bet kudennet ar fedoł,
neudennoł he buhez, betek lakaat anezhi da gavout gant he chreion, « bihanik
tra » ,
ar benveg oa o klask dreist pep tra da ganań gerioł he chalon ?
Sell
aze pezh zo souezhus gant Anjela, bet chomet betek he femp bloaz ha hanter-kant
hep skrivań mann ebet, goude bezań hunvreet, bihan-bihan, dont da vezań « une
petite poétesse » . Techet e
vezan, koulskoude, da leuskel a-gostez buhez ar skrivagnerien, ar re a vroust o
dent bemdez, a ra tri fred ha me oar .
Met pa vez kaoz deus barzhoniezh ch eo ur gont all. Ar barzh a gomz dioutań
da gentań-penn. Eń eo e dudenn bennań, gant e sońjoł, e choulennoł, e
choantoł. En em choullet m eus meur a wech blam da betra he doa dibabet Anjela
skrivań barzhonegoł, kentoch evit romantoł. Pezh nhe deus ket lāret dimp
gwech ebet.
Er
barzhonegoł, muioch choazh evit er romantoł, pe er chomzoł-plaen, ne vez ger
ebet lakaet aze dre zegouezh. Pep hini a vez dibabet, choazet, sellet a-dost,
distaget, santet, lakaet da lufrań e-kichen ar re all. Ha da bep hini e vez
kavet ur plas, a vo e hini dezhań metken. Nhe deus ket displeget Anjela
penaos e save he barzhonegoł, din da choūt. Tout pezh a ouier eo pevare e
lakae anezhe war baper. Met diwar ar paperoł he deus laosket war he lerch e
challer sońjal e save anezhe en he fenn, keit ha ma veze o labourat he douaroł
. Memestra, pa weler follennoł zo, lech ma kaver
stummoł « kentań » barzhonegoł zo, nhaller ket ijinań nhe dije ket graet al
labour kizellań ar gerioł-se.
Blam
da se eo ch on bet o furchal en he barzhonegoł, o klask mont da heul ar
gerioł he doa hadet evel kement maen bihan. Chomet on gant he barzhonegoł
kentań, da lāret eo un hanter-kant bennaket bet skrivet etre 1961 ha 1963. Enne
e kaver, a gav din, danvez hech oberenn holl, pe tres an danvez-se, ha
dreist-holl respontoł dar goulennoł a raen tuchant
An dle
Pouez ar re varv
Pa
lennan barzhonegoł Anjela e kav din ech int bet skrivet gant ur vamm. Ha hi
divugel, mit-hu, keuz ganti nompas bezań ganet bugel bet, ha mouest he
malvennoł gant ar sońj-se. Koulskoude e oa bet mamm he zud, mamm
ar stourmerien, mamm an holl en ur mod, muioch choazh evit ur vamm-gozh, ar
roll-se roet ganti dunan all (evel ma vo gwelet tuchantik). Sellomp a-dost
deus « En koun eus va zad ». Ur skeudenn a ro er barzhoneg-se deus he zad, a zo
hini ur mabig daoulagad glas-gwer (Va zad oa ar mabig-se !). Ne sońj ket din e
vije kalz a dud a ginnigfe o zad gant ur skeudenn a seurt-se. Pelloch e komz deus
he ferzh gant he zud : O sikouret am eus da vevań./ Gant va labour/ Sederaet un
tamm o buhez/ (Gant va diboellachoł)/ Graet war o zro n o chleńved
Amań e
kavan un heklev deus ar chargoł o devez an dud e-keńver o bugale, ha neo ket
ar chontrefed. Ma nhe doa « ganet mab ebet »,
e oa bet mamm he zud. Petra en doa lakaet anezhi da asantiń kaout ar perzh-se
gante ? Tammoł deus ar respont a gaver choazh er memes barzhoneg, a ziskouez
dimp penaos e oa bet un dle dezhi chom gante, hi, ar verchig,/ Disheńvel deus
eben/(
)/ Taer, amsent ha pennek, e-skoaz daou vugel all aet dan Anaon en he
raok, daou vugel chlan. Charlez da gentań, Na reas nemet tremen !/ Gant sae
wenn e vadeziant/ E retornas dan Neńv. Start e vefe bezań glanoch, ha
koulskoude e oa bet Maria-Adela, Maļa. Hag ar verchig-se oa fur,/ Ha koant,
ha seder, ha speredek,/ Hag e oa Heol he zud,/ Ha goanag o chozhni./ (
)/ Un ene ken kaer .
Pouez an daou vugel aet dan Anaon a oa war he chouk dezhi, a veve gant
glachar he zud war ar pemdez. Penaos nhe dije ket ar plachig en em santet
kablus da vezań bev ? Bevań rae en un tiegezh e-lerch ma veze gouelet dar re
varv hag Un dra nhellas morse gouzańv:/ Gwelout he mamm o ouelań./ Teuziń rae he chalon ! Amań choazh e klevan gerioł
ur vamm dirak he bugel o ouelań, pa neo ket ar vugale a glask frealziń o zud
peurvuiań
An dibab
Dleet e oa dezhi paeań evit ar prof ar vuhez a oa bet laosket dezhi,
ha hi ken dibarfet. Dav oa dezhi miret ouzh he mamm a vezań maleürus. Nhe
dije ket gellet mont kuit, gant an aon e chomfe o ziegezh goullo, memes ma
talveze e chomfe he chalon choullo .
E « Barzhoneg meur » e sav Anjela roll ar sońjoł a challer dispakań en ur
barzhoneg. He sońjoł dezhi e oant, a gav din, ar re deńval deus un tu : sońjoł
an Dispi, an Anken, ar Chwervoni ; ar re sklaer deus an tu all : sońjoł ar
Spi, ar Garantez, an Hunvre, al Levenez. Hag e-touez ar sońjoł du e veneg ivez
sońjoł ar Binijenn. Dre zegouezh ? Meur a wech hon eus bet tro da lenn penaos
nhe doa ket bet choant da zimeziń blam dhe zud, met din da choūt, neus
den meti o tisplegań ken sklaer dimp blam da betra nhalle ket kuitaat
anezhe. Bez he doa dober war-dro an hźrezh
ivez, e plas ar paotr aet dan Anaon. Moarvat ne oa ket gwall zisheńvel roll ar
merched en he spered deus pezh a sońje an dud dar mare-se, pa veze kontet ar
baotred bet ganet en un tiegezh, ha laosket ar merched a-gostez : Chwech
breur a zeuas war e lerch,/ (Hep kontań ar merched) .
Un dra
all choazh a lakae anezhi da nachań kuitaat he zi, moarvat, met deus se neus
ket kalz a roudoł, nemet marteze en ur barzhoneg drolig, « Lellig ». Piv eo al
Lellig-se, he deus kement a zisfiz keńver ur Bed treitour:/ Chomet eo
hech-unanig, Hep pried na karour ? Keit ha ma oa chomet Anjela gant he zud,
och ober war o zro, he doa gwelet he mignonezed o vont kuit. Buhez ur plach
dar mare-se a oa, dre vras, eurediń ha mont da heul e bried. E challer en em
sońjal un tamm : petra vije deut hon danvez-barzhez da vezań, ma vije bet
euredet evel ar re all, evel he chamaladezed a gozh ? Met nhe doa ket graet,
abalamour da zarvoudoł diaes he buhez. Aet e oa gant un hent all, ha lāret «
Kenavo » da Albertinig, tonket da heuilh ar pried karet/Da chounit bara r
maez ar vro/Ha [hi] chom lech ma [oa] ganet/Heńvel eus ur wezenn-derv.
An diwaskadenn
Eno, e
Traoń-an-Dour oa he gwrizioł, ar re a lake anezhi da chom en he sav, a roe ur
pal dhe buhez : ober war-dro ti he zud. Chom eno a oa miret al liamm he doa
bet gante. Goūt a reer penaos ne blije ket dezhi cheńch plas da draoł ar re
varv, gant an aon ne chomfe mann ebet dioute ken (Met na m eus biskoazh
kredet/ Kemmań dezhi he lerch/ Betegoūt vije bet marvet/ Ha ne chomfe mui
netra ganin-me/ Eus ar pezh a oa bet dit ).
Met gant ur pal a seurt-se e tibabe ivez an digenvez. He zud-bugale aet kuit e oa tremenet ar choulz da
eurediń. E 1951, ur plach 46 bloaz oa ur plach yaouank kozh .
Startoch oa dezhi sońjal eurediń, pezh na vije ket bet gwir evit ur paotr
(Chom a reas da benn-menaj/ Gant e vamm intańvez./ Ken voe savet ar vugale./ Ha neuze e
timezas/ Gant merch e amezeg). Nhalle ket kontań war peurrest he familh, Rak
hini nź ne gompreno/Va zamm buhez .
Ne chome nemet an ti bihan, an dienez hag an digenvez. Ha pouez
ar re varv, pe ar marv, ponneroch-ponner.
En
tu all dan dle
Dorn an ael
Un
diwaskadenn nav bloavezh. Anjela ne gomz ket war-eeun deus ar bloavezhioł
anken-se . Roudoł
deus ar pezh he doa bevet dar mare-se a gaver e-barzh he barzhonegoł, e « Eil
bugaleaj » da skouer, e-lech ma ra ur seurt bilańs deus he bloavezhioł kent,
gant gerioł du (pilhoł, truilhoł, drailhennoł, froudennoł, sorchennoł,
poanioł, kańvoł, daeroł) : resis a-walch eo an daolenn. Kinniget eo da Ivona
Martin, ur vaouez all, he doa astennet he dorn dezhi. Ur vaouez a ouie,
moarvat, petra oa bezań hech-unan, hag he doa komprenet e oa sachet Anjela
war hent ar marv gant he re varv Pa z aen war-zu va bez, dinerzh ha
diseblant,/ Dija hanter voredet, e skrive e « Hunvre ». Bez zo ur poltred, a
blije kalz da Anjela, e-lech ma vez gwelet Ivona hag Anjela o tont deus dindan
ur pont, o tont deus an deńvalijenn, Ivona gwisket e gwenn hag Anjela e du, an
eil o heńchań eben war-zu ar sklźrijenn, o sortial anezhi deus he diwaskadenn .
Neus barzhoneg ebet o kontań an istor-mań, met ar pezh ne lārer ket, an traoł
tavet, a dalvez kement a-wechoł hag an traoł lāret ; ha penaos trugarekaat an
hini a salv ho puhez, en ur ziskouez ho pal deoch ? Neo ket un dra aezet
tennań unan bennaket deus un toull ken du ; pet danvez barzhez o deus gortozet
dorn un ael evel hemań ? A-drugarez da Ivona ivez eo, moarvat, ma challomp
lenn bremań gerioł lemm ur galon leun a vuhez.
Fromoł mouget ha kan an douar
Pa
lāran « leun a vuhez » em eus choant da lāret leun a fromoł kreńv. Un eston eo
gwelet penaos e « sante » Anjela ar bed gant he femp skiant, gant he chorf
a-bezh. Gant he daoulagad lennet hon eus holl pegen merket e oa bet gant he
selloł ar re o doa anavet anezhi
e verze holl livioł hag arlivioł ar bed. Ar gerioł o tennań dal livioł a gaver stank en he barzhonegoł. Gant he
skouarn e ouie selaou an holl drouzoł ; ar ger « selaou » eo unan deus ar re
gaver stank ganti ivez. He daouarn a floure loen pe blant a gave war he hent,
er-maez koulz hag en ti .
He fri ne laoske ket an disterań chwezh, frond treantus ha mezevellus ,
da dremen. Hag evit pezh a sell deus he zeod, gwir eo ne vez ket menneget
kement-se blaz an traoł er barzhonegoł kentań. An teod a servije da dańva
blazioł diniver he yezh karet
A-unan e oa gant an douar, an
dra-se zo bet lāret dija meur a wech. Met penaos ? Ouzhpenn evit bezań a-unan
gant an douar e oa-hi an douar. Un tamm oa dioutań. Estroch evit « an dervenn
gozh » rae diouti hech-unan ; a-wechoł oa ivez ur radenenn. E « En koun eus
va zad » e skrive diwar he fenn bugel : Gant he blev gell-kistin-rous/ Hag he
daoulagad rous-du
/ (
)/ Kreskiń rae vel ur
radenenn. Mont a rae pelloch choazh e « Hirnez », skrivet bloaz war-lerch :
A ! Radenenn gell-aour !/ Arouez an douar krin ha paour
Bez e oa Anjela an
douar, pe e elfennoł, hi a ouie « radeniń » (piv achanoch a oar ober se vat
?). Rannań rae tonkadur an douar : Pebezh Tonkadur hon hini !/ Difrouezh !
Dibouez ! Dister ! Tremen rae « Kan an douar » enni, drezi, ha ken pinvik evel
ma oa he dije gellet bezań mouget gantań.
War-zu ar varzhoniezh
Gouzańvet
he doa Anjela, blam dal labour, dar skuizhder ha dar boan. Met sońjal ra
din ivez eo deut he nerzh dezhi deus teńzor ar fromoł degaset dezhi gant he
skiantoł. Un teńzor evel hemań, koulskoude, ne dalvez nemet pa vez roet, er
chontrefed deus an teńzorioł danvezel.
Nhe
deus ket dibabet skrivań romantoł. Ar bed en-dro dezhi he doa ezhomm, marteze,
da livań evel ma wele, sante, chweshe anezhań. Lemm eo ar fromoł a santer gant
hon femp skiant, prim-ha-prim e skoont hon spered koulz hag hon chorf. War-lerch
e teu ar preder, hag ar gerioł dielfennań. Stumm ar barzhoneg a glote gant ar
fromoł, ar skeudennoł kreńv ha prim a deue dezhi. Ha non ket estonet ivez e
vije bet sachet gant stumm an haiku japanat, a ginnig ur skeudenn, ur from
kreńv, hag unan nemetken, gant un nebeud gerioł. Kan an douar eo kan Anjela, pe
kan Anjela eo kan an douar, neus diforch ebet, ha neo ket souezh ma ch eo
an titl-mań he doa roet dhe dastumad barzhonegoł kentań.
Nhe doa ket choant e vije
graet barzhez diouti, a skrive Klerg choazh .
Met penaos reiń un anv dar pezh e oa deut da vezań ? Nhe doa skouer all ebet heńvel outi, hag ar merched a anaveze a veve
diwar patromoł all. Hi, e-kichen, he doa graet
war-dro he zud-bugale hep bezań euredet. Met « un merveilleux secret »
he doa, ar gerioł-mań o kas da sońj eus ar mod o doa ar merched, gwechall, da
gaozeal deus ur bugel o tont. Nhe dije pried ebet nemet, marteze, evel ar
seurezed, an Doue he doa kred ha feiz ennań , met bugale he dije e-leizh.