Anjela hiziv (3/3) Anjela Duval
Roll ar barzhonegoů
Diwar follennoů distag
Troidigezhioů
Anjela hiziv
 
Anjela Duval hiziv

 

Anjela Duval hiziv

III. Reiń

Gant ar muzul e rofet d’ar re all e vo roet deoc’h[1].

Skrivań

Skrivań a felle da Anjela Duval ober abaoe ma oa bihan tout, war a seblant : kavet em eus en he c’haier-skol diwezhań ur barzhoneg eus an 9 a viz Eost 1920 e-lec’h ma c’houl digant Doue ar gras da zont da vezań ur varzhez :

 

Je veux devenir une petite poétesse

Tel est le désir de mon cśur ici bas.

 

Daou-ugent vloaz war-lerc’h eo bet sevenet he fedenn. Ha dre an arz he deus gallet « sublimań » (pe aezhenniń) he foanioů. Hen displeget he deus hec’h-unan. Sońjal a rae dezhi e oamp tonket holl da garout ; met peogwir n’he doa hi na bugel na familh da garout e oa dre ar skritur e c’hellfe reiń he c’harantez d’ar re all. Krouiń zo bet marteze eviti — evel evit kalz a dud all — un doare da vont dreist d’ar mank bugel.

Roet he deus kalz deomp. Meur ha meur a varzhoneg hag a skrid plaen he deus laosket deomp. Ha me ’gav din e oa heńvel a-walc’h he mod da skrivań barzhonegoů da hini ar re o deus savet hon hengoun kanet. ’Pad an deiz — e keit ha ma veze o labourat an douar — e prederie. Ha diouzhtu ma kave un tamm amzer vak e lakae he sońjoů war ur baperenn bennak : ur golo-lizher, ur vandenn-gas kazetenn, ur folenn vruderezh, n’eus forzh petra a gouezhe dindan he dorn a oa mat… Kalz a dammoů paper ’mod-se am eus adkavet en he c’hartońsoů. Ur bern gerioů a oa bet barrennet ha diverket warne, peogwir, moarvat, ne oa ket da ganti ac’han he dije kavet ar ger mat, an hini nemetań a faote. Met ar pezh en deus souezhet ac’hanon eo gwelout pegen brav e oa, dija, testennoů ar brouilhońsoů, a-raok bezań bet reizhet. En he fenn an hini eo e veze savet hec’h oberennoů ganti ha n’eo ket war ar paper. (Un diforc’h bras eo gant ar pezh a vez graet, peurvuiań, gant ar skrivagnerien a-vremań, a lak an traoů diouzhtu war baper pe war ar skramm, kuit dezhe implij o memor, hag a gemm o skrid meur ha meur a wech da c’houde.) Ha goude se, ur wech ma plije he skrid dezhi, ez adskrive anezhań war un tammig kaier skoliad, ken modest ha hi. Un daou-ugent kaierad bennak am eus kavet evel-se, ha me ’gav din e c’hellfe bezań reoů all c’hoazh e ti tud hag o deus anavet mat Anjela. Ma ’z eo gwir an dra-se e pedan an dud a zo kaieroů gante da gaout ar vadelezh da reiń, pe da brestań, ar c’haieroů-se din — pe eilennoů dioute — evit ma vije bodet holl skridoů Anjela Duval er memes lec’h. Klask a ran e vefe krouet ul levraoueg publik e-lec’h ma vefe moaien da fiziout an holl dielloů-se, evel em eus displeget uheloc’h[2].

 

Temoů barzhoniezh Anjela Duval ha temoů he buhez a zo heńvel. An douar, an natur, al loened, ar feiz, ar bedenn, ar garantez evit Breizh, hag ar stourm a-enep d’ar c’hleńved a zo darn eus ar re a vez kavet an aliesań pe eus ar re a vez ar muiań war-wel. Met temoů zo a zo a bouez-bras ivez, daoust dezhe nompas bezań gwelet kement, marteze. Ar garantez hag ur serten erozegezh kevrinel (pe mistik), da skouer, a zo bet laosket a-gostez un tammig, betek-hen. Meur a varzhoneg karantez he deus skrivet, koulskoude, evel hemań, e-lec’h ma skriv :

 

Degas din ar Garantez-se a glask ’n em goll

betek strad ar Boud hag ac’hane tarzhań ’n ur

sev diwelus a-hed skourroů gwezenn ar Vuhez[3].

 

Evit pezh a sell ouzh an erozegezh, n’heller ket lâret he dije skrivet kalz a dra, met, memestra, ma lenner hec’h oberenn gant rikour ar bredelfennerezh e c’heller gwelout meur a dra, evel e « Va barzhonegoů » e-lec’h ma lâr skrivań barzhonegoů…

 

War vruched noazh an Hini a garan,

War groc’hen noazh ar Vroa a garan.

N’eo ket gant un ibil o skrivan

Hogen gant binvioů-dir[4]

 

’Mod all he deus troet barzhonegoů bet skrivet gant tud all, evel « Barzhoniezh Bro-Indez », e lec’h ma skriv an oberour :

 

Mervel a ran, met sońj am eus eus joa va c’hentań trivliad

Dirak da zremm ken kaer trolinennet heneuz ha glan

Sońj am eus skrij va Boud dirak ar Gened soutil

Az kronne holl evel un aergelc’h blizidik.

Sońj am eus da vrennid c’hwezet ken c’hwek

O strobinell nevez ar Garantez ! ’n ur vervel

E kounaan hini da hini marzhioů da gened e bleuńv

Da zaoulagad don hańval ouzh lotuzennoů dindan ar glizh[5].

 

Ar c’hoant da gaout bugale — pe kentoc’h ar c’heuz da vezań chomet hep bugel —, a zo unan eus an temoů a vez santet kreńv, ivez. E « Trivliad », da skouer, e kont Anjela e oa o labourat ; a-greiz tout e ra ur sav-kein da ehanań ha gwelout a ra traoů o hejań. Goude ur pennadig e tizolo ez eo ur c’houez lienoů babig…

 

— Ha bremań, stouet adarre

War va labour,

Eo mouest va malvennoů…

Me, ar plac’h yaouank kozh[6] !…

 

Diwezhatoc’h, e « Piv ? », en em c’houl — evel kalz a beizanted kozh — petra ’zeuyo he zi-feurm da vezań war he lerc’h.

 

             Hag e dibenn va amzer

             E dibenn va nerzh

                         E huanadan

             Piv a gemero va ger-stur ?

                         War va lerc’h ?

             Piv a gemero va armoů ?

                         Pa gouezhint eus va daouarn

                   Pa n’em eus ganet mab ebet[7]

 

Hag ar marv, neuze, a vez kavet ingal en hec’h oberenn. Gallout a reer menegiń « † Tekla », e lec’h ma komz ouzh an hini a oa en he c’hambr en ospital Lannuon, o c’houlenn diganti :

 

Pelec’h out bremań Tekla ?

Pelec’h emań da Ene[8] ?

 

Gallout a reer menegiń an holl varzhonegoů he deus dediet d’he zud, d’he c’hoar Maďa, da Yann-Kel Kernalegenn pe d’ar stourmerien all a zo marvet evit Breizh, ar barzhonegoů he deus skrivet diwar-benn noz an Anaon, hag — evel just — « Va c’halon »…

 

Va c’halon ’zo ur vered

Enni nouspet ha nouspet bez.

Enni bemdez ur bed nevez,

Bezioů kerent ha mignoned,

Bezioů keneiled ken karet[9].

 

A-fet stil, ’mod all, n’eo ket unvan oberenn Anjela Duval. Daredoů awen eo darn eus he skridoů. Darn all a seblant bezań gwan un tamm, marteze peogwir n’he deus ket kemeret tra-walc’h a amzer da labourat o stumm.

Met n’eus forzh peseurt live awen e vefe gant he zestennoů, holl int bet skrivet en ur brezhoneg skouerius. Mestr e oa Anjela diouzh he yezh. Ereadurezh he frazennoů, da zigentań, a oa brezhonek da vat : ne oa ket kontammet tamm ebet gant ar galleg. Ha pinvidik e veze he geriaoueg, leun a c’herioů kozh « rimiet ha flouret ha dalc’het divergl » hag a c’herioů arnevez « ganto stirlink metal skańv »[10] evit dont a-benn da ziskuliań he fromoů ha da c’hoari gant ar soniadoů. Lakaat ’rae ar brezhoneg da zeverań gant nerzh diwar he fluenn ha troioů-lavar saourus da strinkań hep dihan. War ar poent-se, n’hellomp nemet kemer patrom warni. Met Anjela Duval n’eo ket bet nemet ur skrivagnerez. Ur gwir brezegerez eo bet ivez.

Prezeg

Er bloavezh 1971 e oa un den eus an ORTF[11], André Voisin, oc’h ober abadennoů skinwel diwar-benn tud vunut hag o doa traoů kaer da gontań. Mont a rae un tamm bihan partout er c’hwec’hkogn o klask « diskoachań » konterien. Evit Breizh en doa goulet e ali digant Roger Laouenan, ur c’hazetenner o labourat en Télégramme. Hemań en doa kaset anezhań da welet un den anvet Louis Mercier… hag evel just — peogwir e oa mignon mat diouti — da welout Anjela Duval. Met ne oa ket re fier Roger eus e daol. Aon en doa un tamm eus ar mod e vefe bet degemeret paotred an tele gant Anjela hag eus ar pezh he dije gallet ar beizantez kozh lâret dirak ar gouleier kriz, ar c’hameraioů hag an holl vekanikoů. Gwir eo e oa bet spontet Anjela un tamm, da zigentań. Met a-benn ar fin, ha dreist-holl adalek ma oa bet filmet er-maez, e oa en em zispaket hag he devoa digoret he c’halon. Petra he doa lâret ?

 

Klemm an douar dilezet

Hiraezh ur Bobl sujet

D’he gwirioů, d’he Frankiz.

Fulor ar yaouankiz

Nac’het outo o yezh :

Ene o gouenn[12].

 

Meur a wech he deus bet skrivet war-lerc’h e oa a-benn ober un doare abostelerezh evit Breizh he devoa asantet respont da goulennoů ar c’hazetenner. Met kalz pelloc’h e oa aet he zaol evit tout ar pezh a oa bet ijinet ganti pe gant Roger Laouenan. Kreuvet he doa Anjela ar skramm an noz-se, e-giz ma vez lâret. Ar Frańs a-bezh a oa bet skoet gant ar pezh he doa lâret. Ha broioů all war-lerc’h. D’am sońj o doa merzet an dud pegen kreńv e oa kredennoů Anjela. War-lerc’h bloavezhioů ha bloavezhioů a breder, e oa sklaer he menozioů en he fenn ha gouvezet he doa implij gerioů simpl ha skeudennoů aes da gompren evit displegań anezhe. Moarvat o doa santet ar sellerien ne oa tamm disparti ebet etre ar pezh a sońje, ar pezh a lâre hag ar pezh a rae. Se, sur a-walc’h, en doa merket anezhe. Hag adalek an 28 a viz Kerzu 1971 — an noz ma oa bet skignet an abadenn — zo deuet miliadoů a lizhiri ha, dreist-hol, miliadoů a weladennerien davet Anjela.

 

Hag aze — evel ur seurt profedez gouestlet korf hag ene d’he c’hefridi sakr — ez eo aet Anjela Duval betek penn an traoů : respontet he deus d’an holl lizhiri he deus resevet, hini ha hini. Koulskoude en doa kinniget an Aotrou Klerg dezhi ober stensiloů ha kas ur c’helc’hlizher d’an holl. Met, nann, nac’het he doa. N’en doa ket komprenet, eń, war an tomm. N’eo nemet kalz war-lerc’h — pa ’z eo marvet hi — en deus komprenet anezhi war ar poent-se : « bremań e komprenan ho poa c’hoant da seveniń ho kalvedigezh, da reiń da anavezout ar gefridi ho poa da ober er bed[13]… »

Met ouzhpenn evit lizhiri he deus resevet. Tud zo deuet da welout anezhi, a-vil-vern ! Hag ez int bet degemeret tout evel ma veze graet war ar maez gwechall, da lâret eo kazimant evel ma vijent bet bugale an ti. Kafe, bara, amann, krampouezh, kachennoů… Tout an traoů a veze lakaet dezhe war an daol, daoust dezhe bezań a-wechoů tud diseblant pe touristed deuet d’arvestiń ul loen drol.

Met e pep lizher, ha da bep den deuet da welet anezhi e rae Anjela Duval ur seurt bruderezh, pe abostelerezh, evit ar pezh a grede start. Prezeg a rae evit Breizh hag he yezh en ur stumm ha na oa ket hini ur person e-barzh e gador-sarmon, met gant fent hag ur spered lemm. Dre al labour-se, sur a-walc’h, he deus bet, hec’h-unanig, ul levezon war emdroadur speredoů ar Vretoned. Rak ur bern tud, euzhus, zo bet o welout anezhi ha, sur, he deus merket anezhe. Er prezeg-se koulz hag en traoů all ez eo aet gwall bell Anjela : betek an aberzh.

En em reiń

N’eo ket a-walc’h reiń,
Ret eo en em reiń
[14]

Ur spered aberzh a oa gant Anjela Duval. Da zigentań, evel hon eus gwelet, he doa, pa oa war-dro ugent vloaz, aberzhet d’he douar ar garantez he doa evit ur paotr yaouank. En unan eus he barzhonegoů ez implij, hec’h-unan, ar ger « aberzh » evit komz eus an darempred a liamm anezhi ouzh an douar.

 

Testeni va aberzh d’an Douar a garan

Siell va c’harantez d’ar Vro ’zo va Hini

Em yaouankiz tenerań

Va c’halon leun a Spi

War c’hlann ur wazhig seder

He dour boull o hiboud

Em boa plantet bod ha bod

An danvez gwez-pupli

 

Goude se, neuze — pe war ar memes tro, kentoc’h —, he deus aberzhet he yaouankiz d’he zud. Gallout a reer en em c’houl, e gwirionez, hag-eń n’eo ket dreist-holl evit ober war o zro he doa dibabet chom war he douar ha lezel he servijer da vont kuit e-unan. Ne oant ket gwall yaouank pa oa ganet : he zad ’oa tri bloaz ha daou-ugent hag he mamm eizh bloaz ha tregont. Setu, fonnus-tre int deuet da vezań kozh, ha da gaout ezhomm sikour. Piv ’n dije graet war o zro ma vije hi aet kuit ? Daoust hag-eń n’eo ket se a oa war he sklerijenn p’he deus nac’het kuitaat Traoń-an-Dour ? Bepred he deus roet tout he nerzh, tout he buhez ha tout he c’harantez dezhe, keit ha ma oant bev.

Ha pa ’z int marvet, neuze, he deus en em gavet fall ken a oa, gwasket-spontus gant an anken : he buhez n’he doa ster ebet ken. Tregont vloaz war-lerc’h marv he mamm e vemore c’hoazh :

 

Ken poanius ’oa bet an disparti

Ken mat ’oa skoulmet hor buhez

Gant liamm didorrus ar Garantez[15].

 

Un dek vloaz bennaket war-lerc’h marv he mamm, memestra, gant ar brezhoneg hag ar skritur, he deus kavet he hent hag ar c’hempouez, en un digenvez seder. Siwazh, n’en deus padet ar sioulder nemet dek vloaz. Adalek abadenn tele 1971 eo bet fourgaset he buhez. Ha koulskoude n’he deus ket nac’het ar miliadoů a lizhiri hag a dud a zeue da drubuilhań he buhez peizantez ha barzhez. Er c’hontrol-fed. War dro 100 000 den he dije degemeret — hervez Roger Laouenan — etre an abadenn skinwel kentań hag he marv ! Meur a radio hag a dele zo deuet d’ober abadennoů diwar he fenn, ar BBC, skinwel Bro-Finland, hini Bro-Sweden, hag all ; hi, ar benitiourez hag he doa dibabet an digenvez… Ar garg-se a oa en he spered ar groaz he doa da zougen evit Breizh. Eus hec’h abadenn skinwel he deus skrivet, ur bloaz war-lerc’h :

 

Arabat krediń, tud

’Vije hi o klask brud

N’oa nemet un aberzh

Eus he ferzh

War aoter he Bro[16]

 

Hag evel just, o koll aze kalz eus an amzer he dije bet ezhomm gouestlań d’he micher, d’ar preder, d’ar varzhoniezh, d’an diskuizh ha d’he yec’hed, ez eo en em ziviet. Me ’gav din eo se en deus lakaet he c’hleńved da greskiń hag en deus lazhet anezhi.

 

 

 

Evit klozań e kav din he doa rakverzet Anjela Duval darn eus ar brasań kudennoů a vevomp bremań : ezhomm en deus kempouez ekologel an douar da vezań diwallet ; rankout a ra an nen kestal ur ster da reiń d’e vuhez, pa ’z eo aet an ideologiezhioů bras d’ar strad ; « gwrizioů » sevenadurel a faot d’an dud evit bezań anavet en ur bed a seblant bezań oc’h unvaniń ; hag all…

Reiń a rae respontoů Anjela Duval da bep hini eus ar c’hudennoů-se. Gallout a reer bezań a-du pe get gant he menozioů, met n’eo ket kement-se aze emań an dalc’h. Ar plac’h-se, hep tamm deskamant ebet, he doa, hec’h-unan-penn en he zi-feurm, komprenet kalz eus dalc’hioů bras ar bed ; savet he doa ur brederouriezh eus ar vuhez a responte d’ar goulennoů meur a reomp d’an deiz hiziv. Ha — dreist-holl — kredet ha gouvezet he doa, gant arz, lakaat he holl vuhez da glotań ouzh he sońjoů, betek ar marv. Panevet evit se, n’hellomp nemet kaout doujańs eviti ha kemer skouer diouzh he youl.




[1] Lavar-pobl.

[2] S.o. « Al levr-mań, ha war-lerc’h ? »

[3] « Karantez » a vo kavet el levr-mań.

[4] « Va barzhonegoů », Kan an douar (eil embannadur, 1978), pp. 101-102.

[5] « Barzhoniezh Bro-Indez », Kan an douar (eil embannadur, 1978), p. 179.

[6] « Trivliad », Kan an douar (eil embannadur, 1978), p. 136.

[7] « Piv ? » a vo kavet el levr-mań.

[8] « † Tekla » a vo kavet el levr-mań.

[9] « Va c’halon », Kan an douar (eil embannadur, 1978), p. 56.

[10] « Pegen plijus », Traoń an dour, p. 104.

[11] « Office de Radio-Télédiffusion Française », ensavadur krouet gant ar gouarnamant gall evit ober war-dro monopol-Stad ar skinwel hag ar skingomz e Bro-Frańs, etre ar bloavezhioů 1964 ha 1974.

[12] « Bloaz ’zo » zo ur barzhoneg diembann diwar-benn kentań abadenn skinwel Anjela Duval.

[13] Klerg 1982, p. 53.

[14] Ar frazenn-se, bet skrivet gant Anjela Duval, am eus kavet en unan eus he c’hartońsadoů paperioů, gant ur roll krennlavarioů nevez bet ijinet ganti.

[15] « Memoriń » a vo kavet el levr-mań.

[16] « Bloaz ’zo » zo ur barzhoneg diembann diwar-benn kentań abadenn skinwel Anjela Duval.

 
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů