Anjela hiziv (2/3) Anjela Duval
Roll ar barzhonegoů
Diwar follennoů distag
Troidigezhioů
Anjela hiziv
 
Anjela Duval hiziv

 

Anjela Duval hiziv

 

II. Stourm

Feal on bet atav d’am ger-stur :
Stourm a ran war bep tachenn
[1].

Stourmoů ar vuhez

Ur c’hann oc’h adkregiń ingal eo al labour-douar, evel ma diskouez Anjela Duval en he barzhoniezh. Ingal eo bet ar stourm a-enep d’an elfennoů he stourm kentań. Hec’h-unan en e diegezh e laboure evel ur gwaz gant, koulskoude, nebeutoc’h a nerzh evit ur paotr ha gant ur yec’hed fall. Kalz eus he lennerien, tud kęr, n’o doa ket — na n’o deus ket c’hoazh — an disterań menoz eus pegen skuizhus e vez ar vicher peizant. Ur sklav eo al labourer-douar. Ha kalz eus ar weladennerien a zo bet degemeret e ti Anjela Duval ne gomprenent ket e lakaent — en ur gemer un tamm eus hec’h amzer brizius — he labour da vezań startoc’h c’hoazh. Met pa zegouezhe dezhe, ouzhpenn, ober goap eus he breudeur peizanted, aze, ne oa ket evit padout ken…

 

Er-maez !

Ya er-maez, c’hwi !

Ne fell ket din.

Ne c’houzańviń morse

’Vefe dismegańset em zi

Va Breudeur a boan :

Servijerien an Douar

Douar santel va Bro

Hor Bro. Hor Mamm-Vro !

Va Breudeur Peizanted[2].

 

Labourat an douar, koulskoude, n’eo ket bet he stourm pemdeziek nemetań : adalek he bugaleaj he deus ranket Anjela Duval stourm evit bevań. Pa oa c’hwec’h vloaz he doa bet ur gwall gleńved-eskern en doa ampichet ’nezhi da vont d’ar skol ac’han hec’h eizh vloaz. Hag ingal, war-lerc’h, he deus bet ur yec’hed fall ; ingal, ivez, ez adkaver ar c’hleńved hag ar boan en hec’h oberenn. Muioc’h, marteze, en he bloavezhioů diwezhań, rak dre ma koshae e fallae he yec’hed hag e washae he foanioů. Met a-enep dezhi hec’h-unan he deus dleet stourm ivez.

Stourm a-enep dezhi hec’h-unan

Un dibab eo bet eus perzh Anjela Duval chom hec’h-unan da zerc’hel douar e Traoń-an-Dour. Ur bern servijerien — pe pleustrerien, ma ’z eo gwelloc’h ganeoc’h — he doa bet pa oa yaouank. Unan dioute nemetken en doa gouvezet gounit he c’halon. Un is-ofiser a vor e oa, deuet da vezań kabiten war-lerc’h, sańset. War-nes dimeziń e oant ha… A-greiz tout, n’o doa ket graet. Petra ’oa degouezhet neuze ? Ne ouezer ket dre just. Me, bepred, n’ouzon ket. War a seblant e oa bet dibosupl ar garantez etre ur merdead hag ul labourerez-douar. Diouzh ar pezh a zo bet lâret din war-lerc’h he marv, eń ’n dije kinniget dezhi kemer ur gońvers e kęr hag hi he dije nac’het kuitaat Traoń-an-Dour. Neuze e oant dispartiet.

 

E korn va c’halon zo ur gleizenn

’Baoe va yaouankiz he dougan

Rak siwazh, an hini a garen

Ne gare ket pezh a garan

Eń na gare nemet ar c’hęrioů

Ar morioů don, ar broioů pell

Ha ne garen ’met ar maezioů

Maezioů ken kaer va Breizh-Izel[3]

 

Chomet eo bet ar gleizenn-se betek ar fin. Hag, hec’h-unan war-lerc’h marv he zud — daoust dezhi karout an natur ha bezań a-unvan gant an holl voudoů a veve en-dro dezhi —, zo bet degouezhet dezhi magań melkoni a-wechoů.

 

Va-un’ war an douar, va-un’ en ur Bed kriz

Dare on da semplań, trec’het gant an enkrez[4]

 

Kreńv-hardizh eo bet melkoni hag enkrez Anjela er bloavezhioů hanter-kant ; met dre vras, oc’h en em lakaat da skrivań, ez eo deuet a-benn da vezań trec’h warne. Koulskoude, zoken war-lerc’h, zo degouezhet dezhi, meur a wech, koll emgannoů a-enep dezhe. Ar pezh n’houle ket diskouez…

 

Arabat sammań seurt sammoů

War divskoaz ar re yaouank.

’Pad ma c’hell ar c’hozhiad

O dougen e-unan.

Ret mousc’hoarzhin d’o mousc’hoarzh.

Zoken pa vroud ar boan grisań.

Ret eo magań dezho o spi

En un Dazont a vo o hini

Hag a baeo kantvedoů mezh[5]

 

Er baourentez he deus bevet Anjela Duval a-hed he buhez. N’eo ket abalamour n’en dije ket permetet he zi-feurm dezhi ober ’mod all, met dre choaz. Start e c’hell bezań kompren ar choaz-se. Hi ’lâre n’houle cheńch mann ebet en he zi rak ’mod all he dije bet ar santimant da lakaat eneoů he zud ’maez an ti. Gwir eo, moarvat, met krediń a ran e oa ivez he faourentez un dibab speredel. Troet he doa bet e brezhoneg ur barzhoneg skrivet gant Ramon Soley Ceto hag anvet « An Oaled paour » e-lec’h ma vez meulet meur a wech « ar spered a baourentez » hag e-lec’h ma lâr ur gwaz d’e bried : « Deus, ma veizez priz divent ar baourentez[6]. » Daoust hag-eń ne vije ket aze evel un dasson eus karantez kollet Anjela ? Daoust hag-eń, m’he deus divizet treiń ar barzhoneg-se n’eo ket peogwir he devoa-hi, just a-walc’h ar « spered a baourentez » ?

Dre zibab an hini eo he deus Anjela Duval bevet evel ur benitiourez. Ha betek penn he dibaboů ez ae, daoust d’ar boan ha d’an douetańs. Ur skouer eo evidomp, pa vezer ken troet da cheńch ali en hor c’hevredigezh, da chom hep mont betek penn an traoů. Alies e vez klevet tud o lâret o dije c’hoant bevań en digenvez… Met pet dioute a vez kalonek a-walc’h evit mont betek penn an huńvre ? Ha piv ’vefe kap en hor c’hevredigezh-beveziń da zibab ar baourentez ha da chom er stad-se a-hed e vuhez ? En ur mod e oa en a-raok Anjela Duval war hec’h amzer : bezań dibabet bevań hec’h-unan ha klask bezań mestrez war he buhez, ne oa ket — ha n’eo ket c’hoazh — un dra aes evit ur plac’h. Dreist-holl war ar maez. Sklaer eo ne oa ket ur plac’h klouar anezhi. Hag an dra-se zo splann ivez war dachenn ar politikerezh.

Ar basionaria

An dinac’h, em eus lâret, ne blije ket d’Anjela Duval e mod ebet. Met dre vras eo gant al laoskentez e veze lakaet heug. Meur a wech e vez santet an dra-se en hec’h oberenn. Dreist-holl pa rebeche d’ar Vretoned bezań laosk e-keńver o bro hag o yezh.

 

Va c’henvroiz ’zo kousket

Hag hor Bro o veuziń[7]

 

Hi — feal bepred ouzh he menozioů — he deus bet ingal ar galon da lârout ha da skrivań ar pezh a grede, n’eus forzh petra a sońje an darn vrasań eus an dud. N’he deus ket bet damant d’he foan, nag aon rak an teodoů fall. Ha n’he deus ket moustret he barradoů imor :

 

Pebezh Tonkadur hon hini !

Tu ebet ken da vevań er Vro.

Ret astenn an dorn d’ar C’hallaoued

Ha pennglinań dirazo[8]

 

Gwech ebet n’he deus nac’het sikour an emsaverien, zoken ar re a stourme e-maez al lezenn hag ar re a c’helle bezań erru fall gant ar c’hros vras eus ar Vretoned. Evel amań, e-lec’h ma diskouez skoazellań tamallidi Talbenn dieubidigezh Breizh.

 

Dirak Lez-varn ar Vistri

— Oaned dirak bleizi —

Pemp warn-ugent tamallad

Difennerien Enor ha Buhez Breizh

A vo dismegańset dirak ar Bobl

Ar Bobl-se mouget hec’h Emskiant

Gant Skol, Radio, Tele ha media ar Gall[9]

 

Degas a ra ac’hanomp ar galon hag ar vrokusted-se da kentel diwezhań Anjela Duval.



[1]« Piv ? » a vo kavet el levr-mań.

[2] « Er-maez ! » a vo kavet el levr-mań.

[3] « Karantez-vro », Traoń an Dour, p. 67.

[4] « In Memoriam », Kan an douar (eil embannadur, 1978), p. 161.

[5] « Arabat » a vo kavet el levr-mań.

[6] « An Oaled paour », barzhoneg diembann, bet troet diwar un destenn eus Ramon Soley Ceto, barzh katalan.

[7] « Dirak va skeudenn » a vo kavet el levr-mań.

[8] « An tren-noz », Traoń an dour, p. 105.

[9] « A Galon hag a Spered — Derc’hent ar prosez » a vo kavet el levr-mań.



Anjela hiziv (3/3) - Reiń
 
 
Degemer |  Roll ar barzhonegoů |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioů