Ronan Koadig
Un dremm roufennet
sklerijennet gant daoulagad lemm leun a vuhez hag a fent. Un teod prim, kaset
en-dro gant ur spered birvidik. Dilhad paour ur beizantez uvel. Hag un dra all
ur seurt nerzh diabarzh o skediń. Setu ar skeudenn eus Anjela Duval a zo chomet
e spered he chenvroidi hag e hini meur a dud all, strewet dre ar bed.
Met, seitek vloaz war-lerch
e vije marvet, daoust hag-eń e challer lāret ez eo bet komprenet mat he
channad ? Daoust hag-eń hon eus gouvezet intent ster an hźrezh he deus
lezet deomp ha dar re a zeuyo war hol lerch ? Me gav din e chom traoł
da zizoleiń, choazh, en hech oberenn hag en he buhez a chellfe sikour
achanomp dan deiz hiziv. Hag er pennad-mań e kinnigan degas ma lod ha displegań
peseurt kannadoł a dalvoudegezh hollvedel am eus me kavet o lenn hech oberenn
koulz hag o taremprediń anezhi ingal.
Diskouezet he deus e ranker
klask ar wirionez en tu-hont dar pezh a vez gwelet diwar-chorre ha neus
forzh petra e sońjfe ar re all. Stourmet he deus dibaouez evit lakaat hech
oberoł da glotań gant he menozioł. Ha kavet he deus eürusted o reiń he buhez dar
re all
Sell
petra ri
A-hed he buhez ez eo bet Anjela ur brederourez. Anat eo dar re o deus
lennet anezhi aketus koulz ha dar re o deus bet ar chańs danavout anezhi. Bet
ganet e 1905 neo nemet er bloavezhioł tri-ugent meo kroget da skrivań. Met
e-pad he femp bloavezh ha hanter-kant kentań, ouzhpenn evit labourat an douar
hag evit ober war-dro he zud, he deus goveliet he furentez. Diazezet he deus he
meizadenn eus ar vuhez war tri uhelvennad : ar speredelezh, ar
garantez-vro hag ar garantez evit an douar.
Chwi oar mat Aotrou
Pere eo ar Palioł a glaskan
Tizhout peogwir eo chwi
hoch eus o diskouezet din
Ar Feiz. Ar Vro. Douar ar Vro.
Asambles e ra an tri uhelvennad-se ur reizhiad (pe ur sistem) kempoell ha
galloudek. Met evit klask kompren Anjela Duval e vo ret deomp studial anezhe
hini ha hini memestra.
Fonnus eo aet an ijinerezh genetik war raok abaoe eo marvet Anjela Duval. Ha
pell-hardizh eo aet : gallout a ra mab-den kemm an natur vev, bremań, hag
adstummań anezhi. Gallout a ra lakaat tud gaonach da gaout bugale, krouiń
plant ha loened treuzgenel ha, zoken, « heńvelstrujań » loened ; da lārout
eo evel zo bet graet gant an dańvadez Dolly e 1997 , strujań en ul labourva
loened heńvel ouzh ul loen kentań, nemet diwar ur gellig bet kemeret dioutań
Ur rikour eo araokadennoł ar bev-teknologiezhioł evit an enklaskerien vezegel :
sikour a reont anezhe da grouiń vaksinoł a-enep da gleńvedoł spontus (evel an
avuad-B, ar sida pe an droug-skevent) hag ivez da zizoleiń gen kleńvedoł zo ha
benn nebeut, marteze da gemm ar gen-se evit tremen e-biou dar
chleńvedoł. Evit an armerzh ivez eo ur rikour ar bev-teknologiezhioł :
gante, da skouer, e cheller produiń loened chatal muioch-mui
« kevezus ». Met, eus un tu all, e sav an holl teknikoł-se kudennoł
bras a vuhezegezh : betek pelech en deus droed mab-den da gemm an
natur ? Peseurt harzoł he deus choant ar gevredigezh da lakaat ouzh an
oberoł war ar boudoł bev ?
Ugent vloaz zo, ne oa ket a voaien da sońjal er pezh a chall an ijinerezh
genetik ober bremań. Setu Anjela Duval nhelle ket komz eus se, evel just. Met
prederiadennoł ar varzhez diwar-benn an natur a chell sikour achanomp da ober
hon sońj diwar-benn ar chudennoł a-vremań. Un donezon eus Doue e oa an natur
eviti ; un donezon a chellomp ober hon mad diouti, gant mhon dije resped
ha doujańs eviti hag e sikourfemp anezhi da frouezhiń. Ha mab-den neo nemet ul
lodenn eus an natur anezhań ; setu eo ret dezhań chom uvel ha dilorch.
A-enep tre da r pezh a sońj an enklaskerien (hag an nerzhioł armerzhel a zo
a-dreńv dezhe) ez a ar stumm-se da welout an traoł. Int, evel Descartes, a sońj gante e tle an dud
« se rendre comme maītres et possesseurs de la nature ».
Aze zo daou
vod da sońjal enebet penn-da-benn, evel daou benn-ahel. Gant piv emań ar
wirionez ? Gant uvelded Anjela Duval hag he doujańs evit an natur ?
Pe gant ar fiziańs lorchus en deus Descartes en denelezh ? Start eo respont. Met
erru eo poent deomp divizout eus an traoł-se : unan eus kudennoł luzietań
ha pouezusań an xxet
kantved och echuiń eo araokadennoł ar genetik. Ha reiń a ra Anjela Duval deomp
unan eus ar savboentoł hon eus ezhomm da brederiań oute evit ober hor sońj ha
kemer an divizoł a vo da gemer.
Sońjal a rae Anjela Duval ne roont an natur hag an douar o madoł nemet
diouzh ar pezh a vez roet dezhe. Se zo kaoz e cheller lārout e oa hi un
« ekologourez » dur mare na oa ket kalz dioute. Diarbenniń a rae, en
he barzhonegoł-stourm koulz hag en he frezegennoł a-enep da wastadur an natur
darn eus an trubuilhoł a ginnig kouezhań bremań war mab-den. E
« Sahara ? » e lak achanomp da sońjal en diforestań hag er
cheńchamant hin e vezer gwall nechet gante.
Evel
un daolenn fin ar Bed
Ar blaenenn arblaen en dremmwel
Forzh kelanoł ramzel
O izili a-strew, o sev o tiverań
Ar gwez meur dibennet
(O drouklazh an Inosanted !)
Ne oa gwall donkadur ebet aze evit Anjela, a daole ar bech war an Den
Ken sot, ken kriz ha ken emgar
Gant e holl skiantoł
Hep koustiańs bet mui
Hag e ourgouilh divent.
Memes mod e oa evit an dour. Gwelout a rae Anjela e oa gwall arvarus stumm
nevez peizanted Breizh da labourat an douar evit hon dazont :
« Gwech ebet ne lezin ma douaroł da vezań louzaouet evel ma vez graet
bremań. Dan deiz hiziv e vez diviet an douar gant an temz. Me lak temz ivez. Met an nebeutań a challan. Neus ket a-walch gant
ma zeil. Ma vijen bet yaouankoch m boa graet labour-douar biolojik. [
] An
darn vrasań eus ar broduerien kaol-fleur hag avaloł douar prim, evidon, nint
nemet kontammerien. Re a demz lakont. »
Komzoł Anjela Duval, aze,
nint ket gwall disheńvel, marteze, eus ar pezh a vez klevet bremań ma z eo
bet saotret dour Breizh ha ma z eo sklaer dan holl e vezer aet re bell war
hent an ampletusted. Met hi a lāre se un tregont vloaz bennaket zo ! Hag
ouzhpenn-se, ne lakae ket tout ar bech war choug al labourerien-douar, er
chontrol eus ar pezh a vez graet re alies bremań. Nankouae ket kiriegezh ar
bankoł hag an embregerezhioł bras. Eviti, « ar chapital bras an hini eo
ar breiner, ar machom »
Ha tregont vloaz war-lerch,
eus krech o zraktorien pe e-barzh o zier-gwer, al labourerien-douar a-vremań
nemaint ket ken e darempred gant an douar evel ma oa hi, pe evel ma oa o zadoł
gwechall. Skrivań a raen bremaik emeur deuet a-benn, nevez zo, da reiń ur
« bugel » dun dańvadez hep nhe dije bet tamm darempred korfel ebet
gant ur par ; met ur pennadig zo e cheller en ur stumm greantel
produiń legumaj ivez hep implij na stekiń ouzh tamm douar ebet
Tamm ha tamm e
teu mab-den da vezań ur seurt doue, kap da grouiń ha da gemm ar vuhez en e
labourvaioł, met o n em zistagań muioch-mui eus ar vuhez
« naturel ». Anjela Duval, er chontrol-fed, en em sante un elfenn
eus an natur divent, kosmek ; bevań a rae un darempred korfel gant an
douar : « An douar zo evel un eil korf din » a lāre alies. Ur perzh e oa an dra-se
eus he speredelezh. Da skouer, e « Bennozh dit » e lāre da Zoue :
Te ro an douar, ar glav hag ar wrez
Me demz, a had, a chwenn, a eost.
Hor chevredigezh ur gomz voutin eo ne oar ket re vat war peseurt tu
treiń dan deiz hiziv : nouvez ket an dud peseurt ster reiń do buhez. Gwechall
e veze aezetoch dezhe ; roet e veze patromoł sklaer gant an
ideologiezhioł relijiel pe bolitikel, gant ar familhoł hag er skol. Bremań, hag
abaoe pell zo dija, ez a ar relijionoł war ziskar, e broioł pinvidik ar
Chornog da vihanań ; an uhelvennadoł politikel az a tamm ha tamm dar
strad, dreist-holl abaoe ma z eo kouezhet Moger vBerlin en he foull ; ar
familhoł o deus tapet ur pezh taol gant darvoudoł Mae 1968 : tarzhet eo ar
patrom uheldadel a wechall ha neus patrom boutin ebet o kemer e blas ;
hag ar skol zo tapet en un enkadenn
Ent-se e teu da vezań kalz startoch kompren ar bed
ha dreist-holl goūt penaos en em zerchel « mat » er vuhez :
neus patrom kumun ebet ken. Pep hini a ra e veskaj en e du, hep bezań sur
dober mat.
Gwelet a-walch he doa Anjela Duval an traoł-se o cheńch, dreist-holl war dachenn
ar feiz. Met hi nhe doa ket bevet ar cheńchamantoł-se. Kreńv, divent hag eeun
e oa he speredelezh, deuet diwar feiz katolik pobl Vreizh ; da lārout eo
merket gant kult ar sent kozh ha sońj an Anaon. Reiń a rae ar feiz ur ster dhe
buhez ha dan traoł a wele en-dro dezhi, mat pe fall. Da skouer, pa veze
entanet ar gwez gant livioł an diskarr-amzer e oa peogwir Doue en doa graet
Mil ha mil damm
Eus e vantell roueel
Evit gwiskań ar gwez
Gant aour ha limestra
Gwelout a rae Doue dre-holl
ha komz a rae outań evel ouzh sent ar vro pe ouzh he re dremenet. E gwirionez,
kalz eus he barzhonegoł a zo bet seurt pedennoł.
A-wechoł e chell kas ar
feiz da du ar penn pellań. Met an dra-se ne dalv ket kement-se evit Breizh. Er
chontrol, zoken : a-viskoazh eo bet komprenet an aviel gant ar Vretoned
evel ur channad a beoch. Ha kentoch habask eo o hengounioł politikel.
Gallout a reer sońjal zoken, daoust dar feiz kristen da vezań diskaret-lipr
bremań e Breizh, e chom ul levezon war ar gevredigezh a chellfe marteze
displegań abalamour da betra eo ken gwan amań live ar vot evit an tu dehoł pellań.
Kreńv-mat e oa feiz Anjela
Duval, met habask e oa ivez ha digor war speredelezhioł all, koulz an Islam,
ar Voudaegezh hag ar re
all. Aze choazh e tiarbenne ar pezh a vevomp bremań, hep kouezhań en
toulloł-trap a gaver amań hag a-hont : sklaer eo zo dan deiz hiziv ur
bern-bern tud och ober ur chest speredel. Hag alies e klaskont terriń o
seched speredel en ur dapout tammoł elfennoł eus holl gredennoł ar bed. Brav e
vije an dra-se ma ne vije ket sektoł o tapout krog war speredoł ar re wanań hag
och ober droug dezhe. War ar poent-se, Anjela, dre forzh lenn, a anave mat
a-walch drouizelezh hon tadoł-kozh, kement hag ar voudaegezh, hag ur bern
kredennoł all. Ha dedennet e oa gante. Met gwech ebet ne vije kouezhet e pej ar sektoł
abalamour, just a-walch, ma oa solud diazezoł he chredenn roet dezhi gant
he zud.
Ouzhpenn evit ar feiz katolik hag evit anaoudegezh lennek kredennoł ar bed,
koulskoude, a oa och ober speredelezh Anjela Duval. Ur chevrineg (pe ur
mistig) e oa ivez, hag a veze boemet gant ar vuhez hag a-unvan gant an holl
voudoł bev, neus forzh pegen bihan ha pegen vil e vijent bet.
A ! Na damant am bez me da bep kammed
Damant da flastrań, da frikań
A-hed ar wenodenn pe dreuz ar park
Boudołigoł uvel dindan sol va zroad :
Ar chwil glas souchet er spoue,
Ar verienenn vunut o treinań
Gant mil boan ha mil ijin
Ar verr-blouzenn dhe chrugell.
Bleuńvigoł koantik damguzhet el leton,
O strivań da zigeriń o chalon dan Heol.
An dra-se, m eus aon, neo ket bet komprenet gwall vat gant tud zo. Neus
tamm falsteneridigezh ebet aze ; Anjela Duval en em sante tost eus an holl
voudoł peogwir e sońje ganti e oa hi ur boud evel ar re all, gant ar memes
talvoudegezh, na mui na mez. Kavout a ra din eo heńvel a-walch he speredelezh, war
ar poent-se, diouzh hini ar Voudaiz.
Met dipitet gant an denelezh ne oa ket kennebeut. Ne roe ket he holl garantez
dal loened. Pell achan ! Dan dud n hini eo ez ae he charantez da
gentań tout ha dreist-holl dhe « breudeur a boan », ar beizanted. Met ivez, evel just,
dar Vretoned kalonek.
Bevań a reomp sell aze ur gomz voutin, choazh ur wech ! en ur bed
a zo o n em unvaniń, memes ma chom ur bern diforchioł choazh etre ar pobloł.
War un dro e teu an unvanidigezh-se eus araokadennoł teknologiezhioł ar stlenn
hag eus an darempredoł ekonomikel a zalch da vuanaat ingal-ingal. Met da heul
unvanidigezh ar bed e weler, a bep tu, tud o kaout anken hag o souchań en o
chorn. Dańjer
bras zo en em lakfe ar bed da dammata evel ma ra ar Balkanoł.
Anjela Duval ne oa ket ur plach he dije karet en em serrfe ar Vretoned
warne och-unan. War a seblant nhe doa kazimant gwech ebet kuitaet he zi-feurm,
na Breizh. En lārout a ra en ur
barzhoneg :
Sev all ebet nam eus sunet
Na taolet troad war douar
all
Met da hini, va Breizh
din-me
Koulskoude ne oa ket klozet
warni hech-unan, tamm ebet. Er chontrol-fed, pa skriv : « Neb a
chom en e di ne gar an avel »
e fell dezhi lāret dan dud neo ket mat chom serret en o chorn. Ha skoet e
veze he holl weladennerien o welout pegen bras oa he gouiziegezh. Desket e oa
bet drezi hech-unan ha lambrek e veze gant al levreier : lenn a rae gant
herr ha lontegezh an holl re a dremene dindan he dorn. Ouzhpenn-se e selaoue ar
skingomz ingal. Hag ur souezh e oa gwelout pegen kelaouet mat e veze eus
darvoudoł hag eus dalchioł ar bed. Diskouez a ra he barzhoniezh pegen
prederiet e veze gant gwalleurioł ar bed. Evel e « Darbodoł »,
pe e « Lagad an heol », e lech ma klemm an Heol :
Gwelet m
eus tud o vervel gant ar riv.
Gwelet m
eus tud o vervel gant an naon.
Gwelet tud
o vervel gant an dichoanag.
Gwelet tud
o lazhań tud, breudeur o n em dagań.
Gwelet m eus
pobloł machet.
Gwelet ur
penntiern meur o kouezhań dindan boled ur foll.
Gwelet
forzh tud o leńvań.
Ma ne oa ket troet Anjela da n em serriń warni hech-unan, ne oa ket a-du
kennebeut ha tamm ebet ! gant ar re a zinach o unvanelezh. Anav a reer ar frazenn, deuet da vezań brudet, a
zistroe dan dud o devoa lāret dezhi : « Je ne parle pas le breton
mais je le comprends. » Ar paour-kaezh tud-se a gleve nezhi o respont
neuze : « Ya, evel ma chas eo ivez ; ne gomzont ket brezhoneg,
met kompren a reont ! » Ur vezh ruz e oa eviti gwelet ar Vretoned o
tilezel o yezh
Perak komzfech ur yezh
estren
Do Bro, dho Pugale ?
Torfed terriń ar chadenn aour
Mań hon Enor enni.
En em gannań a-enep dan dinach zo bet, dam sońj, unan eus ar chentelioł
meur he deus roet Anjela Duval deomp. Dreist-holl pa neo ket hepken gant ar spered met
ivez gant an ober e kase he stourm. Rak Anjela nhe deus ket dihanet da stourm
a-hed he buhez.