An Den hag ar Wezenn
Graet a zo dezhań ur
groaz nevez, gant stoc’hennoů divrazet.
Ar wezenn ’oa
yaouank, a-boan darev. N’he doa douget c’hoazh nemet he skourroů :
n’anaveze nemet he
deil ha pouez he frouezh hag ar selin gwenn.
Roet ’zo dezhań ur
groaz nevez-flamm. Ar wezenn n’he doa douget nemet laboused,
neizhioů, an amprevan o
tremen hag ar glav, an avel a zo ur c’han pa c’hwezh an Heol
hag an noz.
Roet ’zo dezhań ur
groaz evitań e-unan. Ar wezenn n’he doa ket stoket na kig na
kroc’hen an divskoaz.
Ar vouc’hal he doa troc’het ar c’hoad evit ar wech kentań ha
dispeget ar ruskenn. Ar
sev he doa beret evit ar wech kentań.
Evit ar wech kentań ar
wezenn ’oa kouezhet d’an douar flastret he brońsoů sunek. Ha
trumm ar gwrizioů o
doa bet diouer a aer. Ar gwazhioů don o ’n em c’houllonderiń eus
o sev. Bez’ eo ur
wezenn nevez-varv : bez’ eo skeudenn ur wezenn, gant he
skourroů-mamm tachet
a-dreuz he fust. Ar c’hoad en e gannder n’en doa ket anavezet
ar gwad o tisec’hań.
Ar c’hwezenn a labez ar skopadur mezhus…
N’he deus ket
muzuliet ment ur
c’horf den. Na hed e zivrec’h. N’anavez ket poulz e beultrin, na
gourlamm ar c’hof
nag ar penn o stokań, nag ar vorzhed a bleg.
Evit ar wech kentań
eo douget en kroaz gant unan bennak, o stlepań anezhi dre ar
boultrenn. Hag ar
wezenn ’n em zifenn ket, nemet o pouezań eus hec’h holl bouez,
hec’h holl dolzenn varv.