Diwar follennoù distag
Anjela Duval
 
Aotrou

Aotrou

Aotrou m’hoc’h asped

Va lezit c’hoazh pell amzer

Er Bed-mañ a drubuilh

Karout a ran ar Vuhez

Karout a ran ar Bed

Karout a ran holl voudoù ar Bed

Dre ma int ho krouadurien.

 

Anjela war gein he c'hazeg !

 
 
Degemer |  Diwar follennoù distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù