Trugarez
Trugarez ha Bennozh
Deoc’h a lâran va C’hrouer
Evit grasoů ar bloaz
80
Ho pediń a ran
Aotrou
D’ober ur sell a
druez ouzhin
Roet din m’ho ped
muioc’h a nerzh
Muioc’h a yec’hed, a
gorf hag a spered
Roet din pasianted da
c’houzańv
Hag esperańs en dazont
Dazont va Bro, va lignez
Dazont yaouankiz Breizh
Kollet gante an
Tramontane
Parit dirak o daoulagad
Steredenn ar Feiz, ar
spi
Ar garantez wirion.
Na sellit ket re bizh
ouzh pec’hed
Ar Bed, na pec’hed pep
hini
Gouzout a rit eo
gwan an den
Hag eń o sońjal eo
kreńv
Ha barrek d’ober e Hent
Hep ho skoazell. Siwazh
Adalek ma tiskrogit eus
e zorn (?)
Emań o teukań, o
kouezhań
O ’n em labezań. Krist
Na zilezit ket an Den
C’hwi
Oc’h eus roet ho puhez
Evit hen daspren
Amen