Bleuñv Avaloù
E pevar c’horn an
dremmwel
Avalenned e bleuñv
War an uhel war an izel
Strewet war gement
kleuz.
Treid aval-red, bet
imboudet
Gant kouerien bremañ er
vered,
Marv pell ’zo lod
anezhe
Met o labour bepred
aze.
O vleuniañ bep bloaz un
drugar
Bokidi frondus war bep
barr
Gwenan o fraoñval da
greisteiz
E kalon pep bleuñvenn
nevez
Ha kablus-bras ’velkent
an den
Pa diskar, hep keuz, un avalenn
Hêrezh kenedus e dadoù
M’o lezo d’e vugaligoù.