Evel-se ’mañ
Oaned kaezh kouezhet
Etre skilfoù ar bleizi
N’edo ket ganeoc’h
koulskoude
A wad war ho pavioù
Met debron ho poa
Hag edoc’h aet da ’n em
frotañ
Ouzh savadurioù ar
Gall
Hag hoc’h eus o
diskaret
Hag eñ da lezel
warnoc’h
E vagad bleizi
kounnaret
Ha bremañ ?
Ne chom gant an Oaned
Nemet mont da beuriñ
E liorzh an Elysée
Etre —(?) Diskrab
Santez Anna venniget
Mamm-gozh ar C’hrist
Doue
Santez Anna ken doujet
Mamm-gozh ar Vretoned
Gwarantit ho pugale
’Deus laket en arvar
O frankiz hag o buhez
Evit difenn o douar
Hiziv p’emañ ho
pardon
Selaouit hor Pedenn
Roit dimp c’hoazh
nerzh-kalon
Da gas hon Erv da benn.