Diwar follennoù distag
Anjela Duval
 
Tamalloù an Heol

Tamalloù an Heol

— A ! Eme an Heol

Petra zo c’hoarvezet

Gant Douariz

Abaoe pevar miz

Zo astennet ’us d’o boull

Ur vantell a gañv ?

— Plijus ’oa d’am lagad

Arlivioù marzhus ar mizioù-mañ

Pa droe pep delienn war var mervel

Da aour ha limestra roueel.

Ha ne welan mui netra

Nemet pallenn louet

Ar c’houmoul glav

Bemdez. Bemdez. Atav.

An douar :

Petra ’c’hoarvez d’an Heol ?

Aet eo ivez e grève illimitée

’Vel ma lavar ar C’hallaoued,

Pe ’mañ war e dremenvan,

Dinerzhet e skinoù

N’hellont mui toullañ ar goabrenn

Na trist ha teñval ha yen

Planedenn an douar

Pa vez mouzhet an Heol…

Disliv ha disked

Perlez ar Bed.

Ha bemdez glav

Ha seblant c’hlav !

Bemdez. Atav

Ar c’houmoul : (diechu)

 

""" Va zi bihan """

 
 
Degemer |  Diwar follennoù distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù