Diwar follennoù distag
Anjela Duval
 
Grit

Grit

Grit yer grit vioù

Eme renerien Pariz

Da gouerien Vreizh

Ezhomm hon eus muioc’h-mui

A vorzhed gwizi !

Ha laezh. Grit laezh

Forzh pegement…

Savit leueoù, grit dimp kig

Forzh kig.

Ha Yann gaezh a sentas

Bewech.

Hama !

Lezet eo bet Yann gaezh

da gouezhañ bewech

war e reor.

Aet skuizh o vezañ graet gantañ

al leue, eo kroget un deiz

en e forc’h hag he bantet

war an aotrounez renerien

Kroget eo ar spont enno

Tapet o deus terzhienn

An derzhienn velen.

Ya, an derzhienn velen

N’eus ken kaoz, c’hwi ’oar

ur gwall gleñved eo

an derzhienn velen

terzhienn an aour.

 

"Gant Sœur Marie de Saint Michel, ' Sœur Michel "" evit Anjela (1968). Eskemmet o doa lizhiri e-pad

 
 
Degemer |  Diwar follennoù distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù