A-hed an deiz
A-hed an deiz am eus
lorgnet
Tramailhet dour ha
fank
C’hwezet ha krenet
Ha goret an ivinrev.
A-hed an deiz on bet
ur sklav
Sklav ur mestr kriz
: al labour forset
Al labour bemdez
kaletoc’h
D’am nerzh o wanaat
Met gounezet am eus va
devezh
Peoc’h un devezh
leuniet klok
Ha da dek eur noz echu
pep trevell
’N em dennan em palez.