Pok ar Sadorn vintin
Divorfilañ ’rit eus
ho hun pounner
Gant klemmoù en-dro
deoc’h en amc’houlou
E damskleur ur
c’hleuzeurig
Ur skeud a zeu tre sioul, doujus
Gant un dorn prim ha
skañv
E reizh pep tra
direizh.
Goude ur sell d’he
faperennig
E sil deoc’h e pleg ho
skouarn
Bezit war evezh, emañ
an Aotrou o tont
Ul luc’hedenn, enaou eo ar c’hleuzeuroù
Daou furm gwenn a zeu
er gamprig
Unan a zoug ar
goulou, an eil ar c’hustod.
Ar from ho lak da ’n
em luziañ ’n ho pedenn
N’ouzoc’h pe goulenn
pe ginnig
O va Aotrou ! Teuziñ ’ra
va Ene !
C’hwi mestr ar Vuhez a zeu ’vel ul laer
Kent an deiz, ken
sioul, da reiñ
d’am Ene pok ar mintin
!