Penilhoù
Skubet diwezhañ rozenn
ruz
Em liorzh gant ar
mizioù du
Met tommoc’h ha
flammoc’h eo sked
Ar rozenn a vleugn em
Oaled.
Tavet eo kan ar skrilh
el lann
Gant avel but ar mizioù du
Skrilh an oaled
bepred a gan
Pa vleugn em zi ar
rozenn ruz.
Ne van ken un delienn
er gwez
Nijet en avelioù miz Du
Ar grizilh hag an erc’h
a gouezh
Em oaled ’sked ur
rozenn ruz.