Diwar follennoù distag
Anjela Duval
 
Avel walarn

Avel walarn

Avel walarn ’n e gounnar un deiz

A zigoefas un askolenn

Eus he boned seiz

E zispennas e mil fulenn

Mil adpladennig

Stag o flanedenn

Ouzh dum o harzlammig

O troelliñ o vrañselliñ

E faltazi ar gorventenn

Un dudi beajiñ

Tremen-porzh ebet da baeañ

 

"""He selloù voulouz du - o tont deus kened he yaouankiz - a dremene a-rez stern he lunedoù (…)"""

 
 
Degemer |  Diwar follennoù distag |  Anjela Duval hiziv
  © Anjela Duval - Pep gwir miret strizh evit an holl vroioù